Iotaerezh
- Iotaerezh n'eo ket yotaerezh.
Implijet e vez an termen iotaerezh (saoz.: iotacism) evit ober dave d'ar fed m'eo deuet meur a lizherenn ha divc'hrafenn gresianek da vezañ distaget [i] evel al lizherenn c'hresianek [[Iota (lizherenn)|'iota').
Gwezhall e veze graet an difor'ch e henc'hresianeg etre : ι [i]; η [ɛː]; ει [eɪ]; οι [oɪ] hag υι [yɪ], met tamm-ha-tamm int deuet da vezañ distaget [i] e gresianeg a-vremañ an holl anezhe.
Abalamour ma veze distaget heñvel gerioù bet graet un diforc'h kenetreze a-raok e savas fazioù skrivañ ha kudennoù diwarne, da skouer e gresianeg koine an Testamant Nevez, ma oa krog da-benn ar c'hemm distagañ-se dija, e kaver a-wezhoù "c'hwi" hag "ho" (ὑμεις humeis hag ὑμων humōn) e lec'h "ni" hag "hon" (ἡμεις hēmeis hag ἡμων hēmōn) hag ar c'hontrol, dre ma veze gwallgemmesket υ hag η deuet o-daou da vezañ distaget [i] evel ι.