Itaerezh
Implijet e vez an termen itaerezh (saoz. itacism) evit ober dave d'ar fed ma vez erbedet distagañ [i] al lizherenn c'hresianek eta (Η, η) hervez erbedennoù ar sistem krouet gant Reuhlin.
Implijet e vez ivez an termen evit ober dave d'ar sistem distagañ en e bezh.
Hennezh eo ar sistem nemetañ a veze implijet ar muiañ betek ar XVIvet Kantved pa veze erbedet distagañ al latin hervez patromoù distagadur an italianeg hag ar henc'hresianeg hervez gizioù ar gresianeg a-vremañ.
Tamm-ha-tamm avat e krogas ur sistem nevez, anvet distagadur erasmek pe etaerezh diouzh ar fed ma kinnigas distagañ eta [e], da vezañ drec'h rak diswelet e oa bet sklaer na glotae ket gant ar prouennoù da gavout dre dielfennañ ar skridoù kozh sistem an itaerezh.
Adwelet e oa bet gante ivez distagañ al latin evit e reizhañ hervez dielfennadur ar skridoù.
Daosut ha m'emañ an etaerezh ar sistem muiañ-implijet hag a-bell hizv, e kendalc'h Gresiz hag an Iliz Katolik d'ober gant sistem an itaerezh.
Gwelit ivez
kemmañ