Distagadur erasmek eo an anv ma vez graet eus ur sistem evit distagañ ar henc'hresianeg bet diorroet er XVIvet Kantved ha brudet da gentañ dre un embannadur diwar pluenn Erasmus gantañ da ditl De recta Latini Graecique sermonis pronuntiatione dialogus, daoust ha ma ne oa ket bet ijinet war-eeun ar sistem-se gantañ e-unan.

Betek ar XVvet Kantved e veze distaget ar henc'hresianeg hervez gizioù ar gresianeg a-vremañ. Soutenet e oa an doare-ober-se gant Johann Reuchlin, e penn ouzh ar re ouiziek war ar henc'hresianeg e Kornôg Europa d'ar mare-se, bet levezonet gant studierion bizantek divroet.

Adalek 1486 e krogas studierion 'zo da arguzenniñ na glaet ket an doare da distagañ-se gant ar prouennoù a oa da gaout er yezhadurioù kozh ha kinnig a rejont doareoù all da distagañ ar yezh klasel, disheñvel diouzh are ar yezh vodern.

Brudetoc'h-brudetañ e teuas da vezañ ar c'hinnigoù evit sevel ur sistem distagañ nevez a-drugarez da Erasmus pa skrivas De recta Latini Graecique sermonis pronuntiatione dialogus e 1528, o kinnig doareoù disheñvel evit distagañ koulz ar henc'hresianeg hag al latin, daoust ha ma kendalc'has-eñ d'ober gant ar sistem kozh diazezet war distagadur ar gresianeg a-vremañ evit kelenn.

Graet e veze buan-tre ar sistem "reuchlinek" pe "itaerezh" diouzh ar sistem kozh levezonet gant patromoù distagañ ar gresianeg a-vremañ diouzh un tu ha "erasmek" pe "etaerezh" ouzh ar sistem nevez hervez ma veze erbdet gant pep ar sistem distagañ al lizherenn c'hresianeek Η, η [i] pe [e].

Arguzenniñ a reas ar re a difenne ar sistem diazezet war an etaerezh na glotae ket ar sistem kent diazezet war distagadur ar gresianeg a-vremañ gant dielfennadurioù pizh ar skridoù orin, da gentañ peogwir ne gave ket dezhe e oa poellek ma vije bet ijinet kemendall a doareoù disheñvel evit skrivañ un hevelep son ha da eil peogwir e vezent treuzskrivet en un doare disheñvel e latin. Ouzhpenn-se e c'heller kavout er skridoù fazioù reizhskrivañ pa implijed A e lec'h H pe c'hoazh E e lec'h H, met raloc'h a bell e veze kavet E e lec'h H. Diwar-se e oa bet tu dezhe da sevel ur vartezeadenn nevez, da lâret eo e veze distaget H hanter-hent etre E hag A.

Diskwel a reas an dud hag a save a-du gant an etaerezh m'en em dalc'he er barzhonegoù al lizherenn zeta dres evel al lizherennoù psi (Ψ, ψ) ha khi (Χ, χ) ha diswelet e voe ivez ar fed ma veze skrivet sigma (Σ, σ)-delta (Δ, δ) e lec'h zeta er rannyezh aeolek. Diwar-se e kave dezhe e ranke zeta bezañ distaget [sd] pe [zd] kentoc'h evit [z].

Evit a sell ouzh ar c'hensonennoù β, γ, δ e vez erbedet gant ar sistem erasmek o distagañ /b/, /g/, /d/ kentoc'h evit /v/, /ɣ/ ~ /ʝ/ ha /ð/. Diouzh an tu all avat e kendalc'has Erasmus da erbediñ distagañ al lizherennoù φ, θ ha χ /f/, /θ/ ha /x/ hervez patromoù distagadur ar gresianeg modern, daoust dezhañ anavezout e ranke distagadur al lizherenn φ bezañ bet disheñvel diouzh hini al lizhreenn <f> e latin ha war a seblant e rankfent bezañ distaget dre c'hwezhañ /pʰ/, /tʰ/, /kʰ/.

Er penn-kentañ e savas an darn vrasañ eus savadurioù akademek Europa a-enep da implij an etaerezh met tamm-ha-tamm e krogas ar sistem-mañ nevez da vezañ ar sistem muiañ-implijet evit distagañ ar henc'hresianeg, er-maez eus Gres ma kendalc'her da distagañ ar yezh klasel hevez boazioù ar yezh vodern.

Evit an Iliz Katolik avat e vez gwelet fall-tre ha kenderc'hel a ra d'ober gant ar sistem kent.

Gwelit ivez

kemmañ