Ira Hamilton Hayes, ganet d'an 12 a viz Genver 1923 hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Genver 1955, a oa un Amerindian Akimel O'odham hag ur Marine e-kerzh an Eil Brezel-bed. Hayes a oa ezel eus ar meuriad Keli Akimel Oʼotham, lec'hiet en Pinal ha Maricopa, kontelezhioù eus Arizona. Emezellet e oa e adarmead an United States Marine Corps Reserve d'ar 26 a viz Eost 1942, ha, goude ar c'hourdonadenn danvez soudard, e oa deuet da vezañ ur Paramarine dre youl. Stourm a reas e Bougainville hag e Iwo Jima, war talbenn Brezel ar Meurvor Habask.

Ira Hayes
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
LealdedStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denIra Hamilton Hayes Kemmañ
Anv-bihanIra Kemmañ
Anv-familhHayes Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Gen 1923 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSacaton Kemmañ
Deiziad ar marv24 Gen 1955 Kemmañ
Lec'h ar marvBapchule Kemmañ
Lec'h douaridigezhBered vroadel Arlington Kemmañ
Micherharzlammer milourel Kemmañ
Deroù ar prantad labour1942 Kemmañ
Sportskydiving Kemmañ
Grad milourelKorporal Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Battle of Vella Gulf, Bougainville Campaign, emgann Iwo Jima Kemmañ
Skour luUnited States Marine Corps Kemmañ
Prizioù resevetWorld War II Victory Medal Kemmañ

Hayes a oa bet brudet-mat evit bezañ unan eus c'hwec'h douger banniel ar poltred dreistbrudet Raising the Flag on Iwo Jima gant ar poltreder Joe Rosenthal.[1][2] Ar c'hentañ banniel a oa bet savet war ar Menez Suribachi d'an 23 a viz C'hwevrer 1945, e su enezenn Iwo Jima. Dre ma oa bet kavet e oa re vihan ar banniel kentañ e oa savet unan all d'an devezh-se, brasoc'h anezhañ. Un eil poltred gant ur banniel nevez, e-lec'h ma oa Hayes ivez, a oa deuet da vezañ brudet-meurbet. Goude an emgann, Hayes ha daou soudard all bet anavezet war poltred an eil banniel, hag o devoa dreistbevet d'an emgann wadus, a oa bet fiziet enno kefridioù rastellañ arc'hant da vare ar seizhvet rastelladenn arc'hant brezel. E 1946, goude e servij er C'horfad fuzuilherien-vor, e oa bet Hayes un test evit anavezout ar soudarded a oa bet poltredet, rak kudennoù a oa bet evit gouzout piv e oa resis ar soudarded.

Goude an Eil Brezel-bed, Hayes a oa klañv gant ar stroñs goude-traomatek ha goustadik e oa kouezhet en alkoolegezh. D'an 10 a viz Du 1954, e oa bet oc'h arvestiñ diskouezadeg kentañ ar Marine Corps War Memorial en Arlington County, Virginia, a oa bet savet a-ziwar ar poltred gant Hayes ha pemp marines all o sevel an eil banniel en Iwo Jima. Goude un nozvezh oc'h evañ d'an 23-24 a viz Genver 1955, e oa marvet gant ar yenijenn hag ampoezonet gant an alkool. Beziet e oa bet gant enorioù milourel leun leun e Bered vroadel Arlington d'an 2 a viz Chwevrer 1955.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ó'Riain, Seán (2006-09-01). "An Irishman's Diary", The Irish Times. 
  2. Corporal Ira Hamilton Hayes, USMCR. Who's Who in Marine Corps History. History Division, United States Marine Corps.