An Isarci a oa ur bobl eus an Alpoù, en Henamzer, er Val d'Isarco, etre ar Breuni hag ar Venostes.
Trec'het e voent gant ar jeneraled roman Drusus an Henañ ha Tiberius etre ar bloazioù -16 ha -15 e-pad aloubadeg Raetia.

Bro an Isarci
Hanternoz Italia hervez an 'Historical Atlas, gant an Isarci e penn biz ar Gallia Transpadana

Tiberius a zeuas da vout impalaer roman goude marv Augustus.

Monumant kemmañ

Engravet e oa bet o anv war ar monumant anvet Tropaeum Alpium e Turbia, savet war-dro 7 ha 6 kent JK, en enor d'an impalaer Augustus, e-touez anvioù ar pobloù trec'het gantañ.

Pennad kar kemmañ