Ìle
Ìle eo anv gouezelek (distagadur IPA: [ˈiːlʲə]) un enezenn eus an Inizi Gall, e kornôg Bro-Skos, a vez graet Islay (distagadur IPA: [ˈaɪlə]) anezhi e saozneg. An anv gouezelek eo a gaver e-barzh Caol Ila, anv unan eus an dourennoù na dorront ket ar sec'hed met a zigor d'an den dorioù meur a baradoz, ar wiski.
Douaroniezh
kemmañBez' ez eo ar greisteisañ eus an Inizi Gall tostañ, ha Banrìgh nan Eilean (rouanez an inizi) a vez graet anezhi. E kontelezh Argyll emañ, er c'hornôg da Enez Diùra, ha tostik dezhi, 40 km en hanternoz da aod Iwerzhon a weler pa vez digatar an oabl. Ul ledenez zo er c'hornog, hag Na Roinn Ileach a vez graet anezhi, pe The Rinns of Islay, e saozneg. 619,56 km2 zo dezhi, ha gant-se eo pempvet brasañ enezenn Skos.
Kêrioù
kemmañKêr-benn an enez eo Bogha Mòr (Bowmore), hag a zo enni, ouzhpenn ul labouradeg wiski, un iliz kelc'hiek, e Cill A-Rubha.
Port Ìlein avat eo al lec'h tudetañ.
Poblañs
kemmañOuzhpennik 3 000 a dud zo en Ìle. Ìleach, distaget[ˈiːləx], a vez graet eus un den eus an enezenn, hag Ìlich eus an dud. Gouezeleg a vez komzet gant un den diwar dri.
Loened
kemmañLaboused e-leizh zo enni, ha dreist-holl. E miz C'hwevrer dreist-holl e teu an dud da welout ar gwazi gouez ha da dañva wiski an enezenn, div stivell an douristelezh eno.
Baradoz ar wiski
kemmañObererezh bras an enezenn eo an aozañ wiski diwar malt. Brudet eo anvioù Ardbeg, Lagavulin, Laphroaig, Bowmore, Caol Ila, Bunnahabhain, Bruichladdich. An holl anezho a zo blaz an taouarc'h warno. Kreñvoc'h eo avat en tri meneget da gentañ. Everien wiski touet zo a lavar eo al lec'h tostañ d'ar baradoz, ha gwelet ez eus bet lod o chom da hunvreal, digomz ha divanne, dirak ur gartenn eus an enezenn, warni ar seizh anv santel meneget uheloc'h.
Un aerborzh zo en enezenn, ma c'haller mont bemdez da C'hlasc'ho. Gant al lestr-treizh ez eer ac'hano da Scallasaig (Colonsay), Ceann na Creige (Kennacraig) (e ledenez Cinn Tìre (Kintyre)) ha d'an enez amezek Diùra (Jura).
Klouarikoc'h eo hin an enezenn eget hini douar-bras Bro-Skos en abeg d'ar Gulf Stream.
Yezh
kemmañUn enezenn labourerien-douar eo bet Ìle. Ha gouezeleg a veze ganto pa'z aent da labourat el labouradegoù wiski, dalc'het gant saoznegerien. War ziskar ez ae buan ar gouezeleg er bloavezhioù 1960. Hiziv e chom yezh 23% a dud, met tud kozh dreist-holl.
Ur vagouri ouezelek a voe savet e 1986. E 2002 e oa bet savet Ionad Chaluim Chille Ìle, ur greizenn deskiñ, en ospital kozh. Eno e vez kelennet sonerezh (pib-meur), kan, skrivañ. Ul laz-kanañ gouezelek a zo e Port Ìlein.
Levrlennadur
kemmañ- ArMen, niverenn 157. Pennad gallek diwar-benn Ìle.
Skeudennoù
kemmañ-
Uheldirioù e-kreiz Ìle, gwelet eus Kintra er mervent
-
Ìle gwelet eus an oabl
-
Diùra gwelet eus Port Askaig
-
Kuzh-heol uc'h Na Roinn Ileach (Rhinns of Islay) adalek ul liorzh e Bowmore
-
Koadoù Bridgend e Genver 2006
-
Loch Indaal eus Port Sgioba (Port Charlotte)
-
An "American Monument", An Obha
-
Tour-tan Carraig Fhada, Port Ìlein