Wiski Ìle zo wiski graet en Enez Ìle, ar greisteisañ eus an Inizi Gall, e kornôg Bro-Skos. 8 strilherezh a yae en-dro e 2012.

Kornadoù ma vez graet wiski e Bro-Skos
Strilherezhioù Ìle.

Strilherezhioù

kemmañ

Ar strilherezhioù a ya en-dro

kemmañ
Strilherezh Distagadur Troidigezh an anv gouezelek Bloavezhioù labour Lec'h Notennoù
Ardbeg ard-bég beg-douar bihan 1815–1981, 1990–1996, 1997– 5 km er reter da bPort Ìlein perc'hennet gant Glenmorangie, darn zo "blended" evel Wardhead
Bowmore bo-môr roc'h vras 1779– e Bogha Mòr, kêr-benn an enez perc'hennet gant Suntory, a werzh wiski malt 7 vloaz evel McClelland's Single Malt
Bruichladdich brouc'h-laddi 1881–1995, 2001– e lez kornôg Loch an Dàla, a-dal da vBogha Mòr dizalc'h abaoe ma'z eo addigoret
Bunnahabhain bū-na-ha-venn aber an avon 1880/1883– 4 km en hanternoz da Port Asgaig perc'hennet gant Burn Stewart, a ra ur blend evit Black Bottle
Caol Ila koull-ila Strizh-mor Ìle (etre Enez Ìle ha Diùra) 1846–1972, 1974– 1 km en hanternoz da bPort Asgaig perc'hennet gant Diageo
Kilchoman kil-c'homan Iliz St. Comman 2005– War aod ar Meurvor Atlantel Kentañ strilherezh nevez-flamm abaoe 1881
Lagavulin lagga-voulin "Toull ar vilin" 1742/1816– 4 km er reter da bPort Ìlein perc'hennet gant Diageo
Laphroaig la-froyg Toull brav e-tal ar bae ledan 1815– 2 km er reter da bPort Ìlein perc'hennet gant Fortune Brands
Port Charlotte anvet diwar gwreg Frederick Campbell 1829–1929, 2007– e Port Sgioba, 3 km er c'hreisteiz da v-Bruichladdich perc'hennet gant Bruichladdich
Nemet e-pad an Enkadenn Veur (~1930–1937) hag an Eil brezel-bed (~1940–1945)

Strilherezhioù serret

kemmañ

Un toullad strilherezhioù zo bet serret en Enez Ìle. Ar vrudetañ eo Port Ellen a zo bet digor etre 1825 ha 1983. Ul labouradeg valtañ zo bepred e Port Ìlein a bourchas heiz kellidet d'ar strilherezhioù hervez o ezhommoù. E miz Meurzh 2007 e voe embannet gant Strilherezh Bruichladdich e vije addigoret strilherezh Port Charlotte hag a oa serr abaoe 1929, hag a oa anavezet ivez evel Strilherezh Lochindaal.

  • Achenvoir (a-raok 1816–1818+), en Argyll
  • Ardenistle (1837–1849) / Kildalton (1849–1852) / Ìle(1852–1852),
  • Ardmore (1817–1835), kemeret gant Lagavulin e 1837
  • Daill (1814–1830), a weler an dismantroù anezhi etre Port Asgaig & Beul an Àtha
  • Freeport (1847–1847), den ne oar pelec'h
  • Hazelburn (1825–?),
  • Kildalton (1817–1837), kendeuzet gant Lagavulin
  • Killarow (c.1760–1818) / Beul an Àtha (1818–1822), dismantroù anezhi er gêriadenn
  • Lochindaal/Port Sgioba/Rhinns (1829–1929), e-kichen Bruichladdich
  • Lossit (1821) / Baile a' Ghràna (1826–1860),
  • Malt Mill (1908–1960),
  • Mulendry (1826–1831), n'ouzer ket pelec'h
  • Newton (1818–1825),
  • Octomore (1816–1852), dismantroù e-kichen Port Sgioba
  • Port Ellen (1825–1929, 1967–1983),
  • Scarabus (1817–1818),
  • Tallant (1821–1852), en un atant er c'hreisteiz da vBogha Mòr
  • Torrylin (?–?), marteze en Arainn

Liammoù diavaez

kemmañ