Italkieg
familh yezhoù
Ur yezh romanek eo an italkieg (diwar an hebraeg: אטלקי italianeg) pe yuzev-italianeg komzet gant tro-dro da 4.000 den en holl.
Ral-kenañ eo an italkieg e-touez an holl yezhoù yuzevek dre ma vez implijet gantañ verboù hebraeg displeget evel verboù italianeg. A-hend-all e vez implijet kalz a c'herioù hebraek en italianeg a dalvez da yezh diazez.
Meur a rannyezh zo:
- yuzev-livorneg (bagitto, giudeo-livornese) komzet e Livorno
- yuzev-ferrareg (giudeo-ferrarese) komzet e Ferrara
- yuzev-firenzeg (giudeo-fiorentino) komzet e Firenze
- yuzev-mantoveg (giudeo-mantovano) komzet e Mantova
- yuzev-modeneg (giudeo-modenese) komzet e Modena
- yuzev-piemonteg (giudeo-piemontese) komzet e Piemonte
- yuzev-redjieg (giudeo-reggiano) komzet e Reggio 'n Emilia
- yuzev-romeg (giudeo-romanesco) komzet e Roma
- yuzev-venezeg (giudeo-veneziano) komzet e Venezia.
Komzet e vez d'an nebeutañ div rannyezh italkiek all e Korfou.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |