Itron Wenn
Un Intron Wenn pe Itron Wenn zo ur sort seblant hañval doc’h ur vaouez, hag a vez kavet e-barzh mojennoù zo. Meur a hini a vehe e Bro-C'hall hag er bed. Bout e vehe stumm a-vremañ ar banshee, ur vojenn geltiek.
An intron wenn e Bro-C'hall
kemmañIntron Wenn Koad Compiègne (Oise)
kemmañEtre Crépy-en-Valois ha Compiègne emañ Koad Compiègne. Eno zo moaien da gavout an Intron Wenn. Kontet e vez e vehe marvet he gwaz da-geñver un aksidant oto e-barzh en ur gammdroienn dañjerus 'ba'r c’hoad-se. N’eus ket kourz ebet resis ma vehe moaian d'he c’havout. Hi a c’hoaria biz-meud, c’hwi he digemer e-barzh en hoc’h oto, ha pand oc’h degouezhet 'ba'r gammdroienn el lec'h ma oa marvet ha gwaz, e huch « DIWALL », ha mont diàr-wel. Neoazh ma n’arestit ket evit he lakat da zont 'ba hoc’h oto, hi ho kortozo bar gammdroienn-sen ha c’hwi 'ni eo 'po un aksidant eno hag a varvo neuze. Mes ma he c’haset pa vez é c’hoari biz-meud, hi a zay 'ba hoc’h oto evel un den normal ha seul wezh e seller doc’hti seul wezh e vousc’hoarzh d'an den.
Intron Wenn C.H.U. Caen (Calvados)
kemmañIntron Wenn CHU Caen a vez gwelet c’hoazh àr an hent da vont da Luc-sur-Mer, just tre àr-lerc’h an ospital vras, hag e-troioù an abribus zo dre ae. Meur a dest en deus lâret en neus hi kaset diàr-aze. An hini diwezhañ en deus lâret e oa ur vrav a blac’h yaouank, e-troioù tregont vlez, gwisket gwenn penn-kil-ha-troad. Hi ‘doa lâret e faote dezhi mont d’ar gêr da Luc-sur-Mer. Hi a choma hep lâret grik e-pad ar veaj a-bezh (14km a hirded àr an D7), ha komañs birvilhiñ e-tal kêr Mathieu (Calvados). Pa erruer e-barzh e kêr Luc-sur-Mer e pennfoll hag e huch « Diwall, ar gammdroienn-sen zo disañs ! ». Hag àr-lerc’h ar gammdroienn, pa dro ar gonduerion d’he c’havet ne welont ket ken rintenn ebet anezhi.
Evit gouiet penn d’ar vojenn-se emañ ret klask pezh zo digouezhet eno : er blez 1970 he doa bet ur plac’h yaouank un aksidant 'ba'r gammdroienn-sen pa oa é tont en-dro eus Caen.
Hini Pouancé (Maine-et-Loire)
kemmañDoc’h pezh a vez lâret e vehe seblant un intron wenn ba kastell Pouancé, ha zo bet savet etre an 12vet hag ar 15vet kantvlezad. Ar seblant-se, hag a vez é kantreal der aze, a vehe seblant un intron a rank dihuel hag a oa bet savet magorioù en-dro dezhi 'ba'r c’hastell get he gwaz jalous, àr-lerc’h m'en doa hi staget doc’h un daol ha oa bet laket fourchetez ha kountelloù argant àrnezhi.
Ur stumm arall a lavar e vehe ar vaouez-se Marie Delorme, ur plac’h yaouank hag a oa sot get ur marc’heg breton. Pa oa daet ar Vretoned àr Pouancé an eil gwezh (XIIvet kantved), ar marc’heg-se en doa gwraet e vad a garantez ar plac’h doc’htoñ, ha goulenn geti digeriñ dorioù kêr. Pezh he doa-hi graet get sikour he breur, ha oa serjant 'ba'r c’hastell. Neuze eh oa kemeret Pouancé get ar Vretoned, ha hervez ar vojenn, Marie Delorme a oa bet savet mangoerioù en-dro dezhi peogwir he doa treiset he re (e gwirionez e oa bet krouget).
Ne vern ket penaos, markiz Preaulx en doa skrivet, pas forzh pell a-raok an Dispac'h, e oa bet kavet korf ur vaouez 'ba' ur lodenn eus c’hastell, ha hounnezh a oa azezet dirak un daol ha oa fourchetez ha kontelloù argant àrnezhi, ha ba beg ar vaouez e oa ur pezh aour.
Intron Wenn abati Mortemer (Eure, France)
kemmañBa abati Mortemer, ba-tal Lyons-la-Forêt, e vehe gwelet traoù dreistnaturel. An impalaerez Mathilde, merc’h-vihan da Wilherm an Alouber, a oa bet savet magoerioù en-dro dezhi 'ba' kavioù lojeris an abati, peogwir e oa bet re-skañv e-keñver ar baotred. Hag a-c’houde an amzer-se e ta en-dro dindan furm un intron wenn, da gantreal 'ba' lojerisoù, dismantroù an iliz, 'ba'r c’hoadoù zo e-talte, hag en-dro d’er stank. Tud ar vro a lâr ma he gwelet ha manegoù gwenn genoc’h, e sinifia ec'h euredfec’h hep pell, ha ma zo manegoù du genoc’h neuzen, e sinifia e varvfec’h e-kerzh ar blez. Lâret e vez emañ bet gwelet he seblant get meur a dest, ha penaos zo pet tennet meur a boltred anezhi ivez nevez zo...
Er rest ag ar bed
kemmañIntron Wenn kastell Tresaozon (Mor-Bihan)
kemmañBa kastell Tresaozon, ba-tal parrez Pempont, e vez lâret e vehe gwelet seblant ur vaouez hag a oa bet interet en-bev e 1750.
Lammoù-dour Montmorency (Kebek)
kemmañUn intron wenn a vehe gwelet e-troioù lammoù-dour Montmorency, pas pell doc’h kêr Kebek. Marsen e vez lâret an traoù-se peogwir zo bet meur a zen en deus en em c'hraet en ur sailhal 'ba'r lammoù-dour-se.
'Ba'n istoer-sen e vez kaoz a zaou amourouz, Mathilde ha Louis. E 1759, i a oa bet dispartiet da-geñver un dagadenn get an Anglezed, mes tud kêr a oa daet da benn anezhe. Louis a oa aet d’en em ganniñ, ha ne oa ket daet en-dro get ar soudarded arall. Mathilde en noa eñ klasket, ha dont en-dro d’he zachenn, el lec'h m'he doa kemeret ar sae wenn a oa sañset lakat da zeiz hec’h eured. A-benn an achumant he doa eñ kavet en-dro, marv, 'ba' e-tal ar lamm-dour. Kollet he spered geti a-gaoz d’he glac’har, hi ‘doa seilhet 'ba'r lamm-dour ivez, ar sae-eured-se geti. Tud ar gêr-se a gonta penaos e vez gwelet c’hoazh, da nozioù an diskaramzer, 'ba' troioù ar lamm-dour, é klazh korf he muiañ-karet. Lâret e vez e vehe ar sae a-skrebilh àr ur wezenn ba-tre ar stêr hag an hent. Ma tichañsa deoc’h distagañ sae-eured an intron wenn, hounnañ a hado kaoc’h 'ba' ho puhez. Evit ar re n’int ket eureudet c’hoazh, i a varvo en ur feson spontus.
Kastell Setin (Almagn)
kemmañBa kastell Setin e vehe gwelet seblant Marie-Hélène, ur plac’h yaouank hag a vehe bet tamallet da vout ur Sorserez, ha losket ba un tantad e1620.