Kebek (kêr)
Kebek pe Kêr Gebek (galleg: Québec pe Ville de Québec; saozneg, Quebec pe Quebec City) eo kêr-benn Bro-Gebek. Eil kêr bobletañ ar vro eo war-lerc'h Montréal : e miz Gouere 2016 e oa 531 902 a dud o chom eno[1] hag 800 296 a annezidi er meurgêr[2].
Dont a ra ar ger Kebek eus an algonkeg, ur yezh henvroat (amerindian), hag a dalv kement hag "e-lec'h ma strish ar stêr" peogwir e strish ar stêr Sant-Laorañs nepell eus torgenn Kebek ha Cap Diamant. En em staliañ a reas eno an ergerzhour gall Samuel de Champlain e 1608, ha kemer a reas an anv algonkek. Unan eus koshañ kêr Norzhamerika eo. Mogerioù-kreñv nemeto a chom en norzh da vro-Vec'hiko eo ramparzhioù ar C'hebek kozh. Lakaet e voe war roll lec'hioù ar glad bedel gant an UNESCO e 1985[3],[4]
Monumantoù dibar ar gêr eo leti Château Frontenac, Gwikadell Kebek, Bodadenn Vroadel Kebek, Mirdi broadel an arzoù-kaer Kebek ha Mirdi ar sevenadurezh.
Yezhoù
kemmañAr galleg eo yezh-vamm 94,9 % eus a boblañs[5].
Dont a reas laosk war niverenn ar saoznegerien goude voe krouet Kanada e 1867. Hiziv hon deiz int 1,46 % eus ar boblañs[6].
Gevellerezh
kemmañ- Calgary (Alberta) , Kanada, abaoe 1956
- Bourdel (Bro-C'hall) abaoe 1962
Emglevioù zo ivez gant kêrioù all.
Daveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ Québec, Ville [Census subdivision, Quebec and Québec, Territoire équivalent [Census division], Quebec]. Census 2016. Statistics Canada.
- ↑ Canada, Government of Canada, Statistics. Population and Dwelling Count Highlight Tables, 2016 Census.
- ↑ "Historic District of Old Québec Patrom:Webarchive". World Heritage; UNESCO. Retrieved 12 January 2009.
- ↑ "Old Quebec City, Seven Wonders of Canada".
- ↑ Recensement de 2016 : le français recule à Québec
- ↑ Patrom:Pennad-skrid