Yvonig Gicquel

(Adkaset eus Ivonig Jikel)

Yvonig Gicquel (29 a viz Mezheven 1933, Josilin - 25 a viz Here 2008, An Oriant[1]) a oa un emsaver sevenadurel hag un istorour breizhat.

Buhezskrid

kemmañ

Yvonig Gicquel, tapet gantañ Diplomoù Studi Uhel war ar Gwir foran hag ar Skiantoù politikel, en doa renet Kambr Kenwerzh an Oriant betek 1993. Prezidant diazezer Kelc'h Keltiek Josilin e oa bet, kerkoulz ha prezidant ar c’hengevread sevenadurel Kendalc'h etre 1973 ha 1982. E 1976 en doa kaozeet gant ur c'huzulier eus an Élysée evit kas da benn raktres ar garta sevenadurel a oa bet graet anv anezhi gant Prezidant ar Republik Valéry Giscard d'Estaing e Ploermael e miz C’hwevrer 1977. Lakaet en doa e anv, a-hend-all, war al listenn Rannvro-Europa, bet savet gant Jean-Edern Hallier e 1979, evel ma oa bet graet gant emsaverien vreizhat all, anezho izili eus skipailh an Nation Bretonne.

Prezidant Skol-Uhel ar Vro e voe adalek 1998 ha kuzulier-kêr en Oriant evit ar strollad UDF. Etre 1982 ha 2003 e oa bet prezidant an embannadurioù Coop Breizh. Istorour hag arbennigour war Istor Breizh e oa ivez. Kolier an Erminig a oa bet roet dezhañ e 1994.

Levrioù

kemmañ
  • « Comité Consultatif de Bretagne un essai de décentralisation au milieu du XX siècle (Poellgor Kuzuliañ Breizh, un taol-arnod evit digreizennañ e-kreiz an XXvet kantved) ». Roazhon, Embannadurioù Simon – 1961. Ul lizher a oa bet kaset gantañ da Camille Le Mercier d'Herm : « Aotrou ha Brogarour ker… Meur a wech em eus bet tro da lenn un nebeud oberennoù bet savet ganeoc’h hag o deus sikouret da binvidikaat glad Breizh… »
  • Olivier de Clisson, 1336-1407 : Connétable de France ou chef de parti breton? (Olier Klison, 1336-1407 : Konestabl Frañs pe penn ur Strollad Breizhat ? ») (Levraoueg Keltiek). Picollec, 1981.
  • Alain IX de Rohan un grand seigneur de l'Age d'Or de la Bretagne, 1986 (Alan IX a Roc’han, un aotrou meur eus Oadvezh Aour Breizh », 1986).
  • Jean II de Rohan ou l'indépendance brisée de la Bretagne, embannadurioù Jean Picollec, Pariz, 1994 (Yann II a Roc’han pe dizalc’hidigezh torret Breizh").
  • « Emgann an Tregont » « Meurgan e-kreiz memor Breizh », Coop Breizh. 2004.

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Yvonig Gicquel, défenseur de l'âme bretonne, est mort ouest-france.fr, 26 octobre 2008