Izabel Bro-C'hall (1389-1409)
- Pennadoù Isabelle de France hag Isabelle de Valois zo ivez.
Izabel Bro-C'hall, pe Isabelle de France pe Isabelle de Valois e galleg, ganet e 1389 ha marvet e 1409, a oa ur briñsez c'hall, hag a voe Rouanez Bro-Saoz e-pad tri bloaz. Diaes e voe dezhi en un amzer ma oa brezel etre Gall ha Saoz, ha seul washoc'h a se ma troas foll he zad, Charlez VI, Roue bro-C'hall.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Isabelle de France |
Anv-bihan | Isabelle |
Anv-familh | talvoud ebet |
Titl noblañs | rouanez kenseurt |
Deiziad ganedigezh | 9 Du 1389 |
Lec'h ganedigezh | Pariz |
Deiziad ar marv | 13 Gwe 1409 |
Lec'h ar marv | Bleaz |
Abeg ar marv | puerperal disorders |
Lec'h douaridigezh | Couvent des Célestins |
Tad | Charlez VI |
Mamm | Isabeau Bavaria |
Pried | Richarzh II, Charles d'Orléans |
Bugel | Joan of Valois, Duchess of Alençon |
Familh | Tiegezh Valois |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Relijion | Katoligiezh |
Ur verr a vuhez
kemmañMerc'h e oa da Charlez VI, roue Bro-C'hall, ha d'e bried Isabeau Bavaria. O zrede bugel e oa. Marvet e oa he breudeur ha c'hoarezed koshoc'h. E-touez ar re all e oa
- Janed, pried da Yann V, Dug Breizh,
- Michelle, pried da Philippe III le Bon, dug Bourgogn,
- Louis, daofin ha dug Gwienna,
- Jean, daofin ha dug Touraine,
- Catherine, pried da Henri V, Roue Bro-Saoz,
- Charles, a voe roue war-lerc'h o zad.
D'ar 6 a viz Mezheven 1407 ec'h addimezas Izabel e Compiègne da Charlez, dug Orleañs. Mervel a reas e gwentloù en miz Eost 1409, da 19 vloaz. He merc'h Janed a zimezas en 1424 da Yann II Valois, dug Alençon.
Dimezet e voe en 1396, da 7 vloaz, da Richarzh II (1367-1400), roue Bro-Saoz, a oa 22 vloaz koshoc'h egeti. Bugel ebet n'o doe. Intañvez e voe Izabel e 1400, da 11 vloaz.
Distreiñ a reas da Vro-C'hall hag addimeziñ en 1406, da 17 vloaz, da Charlez Orleañs (1394-1465), an dug-barzh. Mervel a reas er gwentloù da 20 vloaz. Ur verc'h he doa bet: Janed. Beziet e voe e Chapel Itron Varia ar C'heloù Mat, e Bleaz, ma voe adkavet he c'horf en e bezh en 1624, paket e bandennoù lin.
E relegoù a voe kaset da iliz ar Celestins, e Pariz.