Meijer de Haan

livour izelvroat
(Adkaset eus Jacob Meijer de Haan)

Meijer de Haan (14 a viz Ebrel 1852 en Amsterdam24 a viz Here 1895 en Amsterdam) a oa ul livour izelvroat. Ganet en ur familh yuzev pinvidik, perc'henn e oant war ur gwispiderezh. E 1888 ez eas da Bariz ma kejas gant Theo van Gogh, Paul Gauguin ha Camille Pissarro. Stagañ a reas De Haan ha Paul Gauguin da vezañ mignoned. An daou anezho a livas mogerioù ostaleri Marie Henry, er Poull Du. De Haan a baee neuze pañsion Gauguin, en eskemm e teske livañ gantañ. Kemer a reas perzh da skol Pont-Aven hag en emsav ar sintetegezh.

Marie Henry o reiñ bronn d'he bugel,1889, eoullivadur war lien,60x73

Ur verc'h en doe gant Marie Henry. Daoust da vMarie Henry bezañ dizimez, he doa ur verc'h all dija, lesanvet Mimi. Pa zivizas de Haan mont gant Gauguin da Dahiti e paouezas krenn e familh da sikour anezhañ gant arc'hant. Kuitad a reas Breizh, goude bezañ roet e daolennoù da Varie Henry, hag e tistroas da Amsterdam. O merc'h a voe ganet e miz Even 1891.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

kemmañ