Jacqueline Favreau
ha skoliataet eo bet e Naoned e-lec’h m’he deus labouret evel skolaerez ha kuzulierez war ar bedagogïezh
Jacqueline Favreau zo ganet d’ar 7 a viz Kerzu 1930 e Plozeved, e Kerne-Izel (Penn-ar-Bed) ha skoliataet eo bet e Naoned e-lec’h m’he deus labouret evel skolaerez ha kuzulierez war ar bedagogïezh. Goude bezañ bet desket he micher dezhi er Skol Normal Uhel, e voe anvet da guzulierez e Penn-ar-Bed, ha da echuiñ he buhez-labour e kelennas e skol ar c’helenn IUFM Kemper e-lec’h ma rae war-dro ober skol d’ar vugale vihan. Skrivet he deus levrioù ha pennadoù war ar c’helenn, hag ur wech erru war he leve en em lakaas da skrivañ romantoù evit ar vugale hag an dud yaouank ma kaver enne alïes danvez Breizh hag istor ar vro. Daou levr a voe troet e brezhoneg : Anna Vreizh ha Pilhaouaer ha Boned Ruz.
Oberennoù
kemmañ- L’ogre et le chat botté ou Georges Cadoudal et Napoléon Bonaparte, Studiadenn, Emb. Pluenn, 12/04/2012
- Main blanche, main noire, Edition bilingue français-corse Manu bjanca, manu negra, Jacqueline Favreau (Auteur), Reine Berthelot (auteur), Album jeunesse dès 3 ans, strolladenn, Embannadurioù L'harmattan, 02/06/2004
- Main blanche, main noire, Edition bilingue français-arabe « Dorn gwenn, dorn du », Jacqueline Favreau (skrivagnerez), Reine Berthelot (tresadennoù), Teul evit ar yaouankiz, strolladenn, Embannadurioù L'harmattan, 01/02/2004
- Anna Vreizh, geriadur ha geriadur a ouiziegezh, strolladenn, Deliou, 22/11/2005
- Anne de Bretagne, Roman, broché, Editeur Deliou, 22/11/2005
- Le trésor du vaisseau, Liv'editions, 01/04/1997
- Kement ha lavaret, geriadur ha geriadur a ouiziegezh, broché, Editeur Deliou, 13/12/2006. Troidigezh gant Mich Beyer. Albomoù da lenn ha da selaou. Istorioù o tisplegañ plijadurioù hag ivez poanioù ar vugale a vremañ. Ne vez tav war danvez ebet, gant ma 'n em gavo kaer ar gerioù gant an trivliadennoù. Skeudennoù leun a fent tro-dro d'un doare skrivañ skañv…
- Pilhaouer ha Boned Ruz (Chiffonnier et Bonnets rouges), romant yaouankiz, strolladenn, An Here Eds, 22/10/2002. Troidigezh gant Cédric Sinou. Troioù-kaer ur pilhaouaer yaouank da vare emsavadeg ar bonedoù ruz. E 1675 emaomp. Kouerien Breizh-Izel, aet skuizh gant an tailhoù pounner a rankont paeañ d'ar roue, en em sav a-enep an noblañs hag ar veleien. Lod anezho a vez ur boned ruz en o fenn, alese o lesanv. Yann-Loeiz, ur pilhaouaer yaouank, a gemer perzh en emsavadeg-mañ. E istor dezhañ eo a zo kontet el levr-mañ.