Jakez II (Bro-Saoz)

(Adkaset eus Jakez VII (Bro-Skos))

James II[1], pe Jakez II (Londrez, 14 a viz Here 1633Saint-Germain-en-Laye, 16 a viz Gwengolo 1701), a voe Roue Iwerzhon ha Bro-Saoz, ha Jakez VII roue Bro-Skos war un dro, adalek 1685 betek 1688. Ur roue katolik e oa, ha diskaret e voe diwar e dron gant an Eil dispac'h saoz kaset en-dro gant ar brotestanted. Repu a gavas e Bro-C'hall.

Jakez II, roue Bro-Saoz

E vuhez

kemmañ

Mab trede henañ e oa da Charlez Iañ, ar roue saoz dibennet, ha da Henriette Bro-C'hall (1609-1669), merc’h da Herri IV, roue Bro-C'hall. Kenderv-kompez e oa d’ar roue gall Loeiz XIV, hag ur c’hoar dezhañ, Henriette d'Angleterre, a zimezas gant Philippe de France, dug Orleañs, breur d’ar roue-se.

D’ar 27 a viz Genver 1644 e voe anvet da zug York, an titl a vez roet da eil mab bev ar rouaned saoz.

Anvet e voe da roue war-lerc’h e vreur Charlez II, roue Bro-Saoz, marvet dishêr d’ar 6 a viz C'hwevrer 1685. Kurunennet e voe en abati Westminster d’an 23 a viz Ebrel 1685, hep ober al le evit kurunenn Bro-Skos.

D’ar 24 a viz Du 1659, e Breda, en Izelvroioù, e timezas da Anne Hyde (1637-1671), merc’h da gentañ kont Clarendon, en devo eizh bugel diganti, an danvezioù rouanezed Mary II, hag Ann Iañ.

Pan intañvas e timezas d'an 21 a viz Du 1673 da Maria Modena (1658-1718), priñsez katolik, merc'h da Alfonso III d'Este-Modena, dug Modena, hag en devo c'hwec'h bugel diganti, ha ne vanas nemet daou anezho : Jacques François Édouard Stuart (1688-1766) ha Louise Marie Thérèse Stuart (1692-1712).

Bro-C'hall

kemmañ

Tec'hel a eure Jakez II, hep stourm, d'an 11 a viz Kerzu 1688, ha diroueet e voe miz goude. Repu a gavas e ti e genderv gall, Loeiz XIV, evel kalzik eus e harperien anvet "Jacobited".

E varv

kemmañ

Mervel a reas Jakez II e kastell Saint-Germain-en-Laye ; beziet e voe en iliz ar barrez-se.

Notennoù

kemmañ
  1. Distaget James the Second e saozneg)

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.