Jean-Claude Miossec

skrivagner brezhonek

Jean-Claude Miossec (ganet d'an 29 a viz Mezheven 1936 e Brest) zo ur skrivagner brezhonek en deus savet danevelloù, troidigezhioù diwar ar saozneg, ha pennadoù a bep seurt diwar-benn ar yezh, embannet er gelaouenn Brud Nevez. Skoazell en deus roet da c'heriadurioù F. Favereau hag A. Merser ivez.

Jean-Claude Miossec
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJean-Claude Miossec Kemmañ
Anv-bihanJean-Claude Kemmañ
Anv-familhMiossec Kemmañ
Deiziad ganedigezh26 Mez 1936 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBrest Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ

Goude bezañ deuet da vezañ turgner war ar metalioù e voe anvet da benn-labour e porzh brezel Brest. War-lerc'h e goñje e voe kaset da Vers el Kebir e Bro-Aljeria kent kemer perzh er skoazell bet roet gant Bro-Frañs d’ar vro-se. Kelenner e voe war ar jedoniezh en ul lise e Aljer (1964 - 1969) kent dont en-dro d’e vicher a-benn labourat e Brest. Anvet e voe e 1973 evit ober war-dro an uzinioù a rae war-dro ar verdeadurezh e Strasbourg. Eno eo e reas anaoudegezh gant rannyezh ar vro-se a lakeas da sevel ennañ ur c’hoant divuzul da zeskiñ brezhoneg.

Deuet en-dro da Vrest e stagas da skrivañ danevelloù ha paket e voe gantañ meur a briz lennegel bet embannet gant ar gazetenn Al Liamm. Skoazellet gant e wreg a oa brezhonegerez a-vihanik e voe anat dezhañ e oa un diforc'h eus ar re spontusañ, d'e veno, etre ar brezhoneg desket dre levrioù zo ha brezhoneg ar bobl. Dilezel a reas “Al Liamm” kent kenlabourat gant Brud Nevez. Goude bezañ graet anaoudegezh gant an Aotrou Fave, bet eskob e Kemper, e skoazellas anezhañ da sevel meur a labour a selle ouzh ar yezh a voe embannet gant “Brud Nevez”.

Desket ivez un tamm saozneg gantañ e stagas da sevel ur geriadur brezhoneg-saozneg ha saozneg-brezhoneg en ur gemer perzh er geriadurioù bet savet gant F. Favereau hag Andreo ar Merser. Gwech an amzer e roe da c'houzout e soñj diwar ar fazioù gwir pe faos bet graet gant skrivagner-mañ-skrivagner.

Oberennoù kemmañ

  • Enezenn ar razed - Danevellou - 1978
  • Geriadur brezoneg - saozneg ha saozneg - brezoneg (1985 —)
  • Studiadennou - 1994
  • Eur micherour nevez ha danevellou all - 2001
  • Ar brinzez a oa uhel an avel ganti - Danavellou a beb seurt - 2001
  • D’an avañtur Doué dre heñchou dindan zouar Roh-Vur ( Ernest ar Arzig bet lakeet e brezoneg) - 2002
Troidigezhioù
  • Sevenedigez ar geiz ( V.Favé - J.C Miossec) ( 1985 - 1995)
  • Danevellou - (Lenora Timm) bet lakeet e brezoneg diwar ar saozneg - 1994
  • Wilde, Oscar. Danevelloù – Troet diwar ar zaozneg gand Jean-Claude Miossec – Tresadennou gand G. Bideau. Brest : Brud Nevez, 1994 (ISBN 978-2-86775-143-1)
Seizh kontadenn zo el levr : "Ar ramz fallagr" (The Selfish Giant), "Tasmant Kanterville" (The Canterville Ghost), "Ar mignon mad" (The Devoted Friend), "Ar Priñs laouen" (The Happy Prince), "Eur fuzeen ispisial" (The Remarkable Rocket), "An eostig hag ar rozenn" (The Nightingale and the Rose) hag "Ar bugel steredenn" (The Star-Child).
  • Danevellou all bet lakeet e brezoneg diwar ar saozneg ( O.Wilde - M.Twain) - 2000
  • Torfed ar chaseour (Danavellou a beb seurt bro) - 2005
  • Pennadou evid skoazella an deraouidi e Brud Nevez.

Liammoù diavaez kemmañ