Jean Bourdoulous

beleg breizhat

Jean Bourdoulous, pe Yann Vourdoulouz[1], ganet e Gouezeg (gwechall e kanton Pleiben, hiriv e kanton Brieg) d'an 22 a viz Kerzu 1855, ha marvet e Douarnenez, d'ar 4 a viz Meurzh 1915, a oa ur beleg breizhat ha saver kantikoù. Beleget e voe d'an 10 a viz Eost 1880. Kelenner e voe e Brest, ha kure. Jezuist e 1882, ha goude-se missioner breizhad. Mont a reas da Gembre, ma teskas kembraeg. Distreiñ a reas e 1895, da 40 vloaz.

Sevel a reas kantikoù ha kenlabourat gant Feiz ha Breiz ha Kannad ar Galoun Zakr.

Oberennoù

kemmañ
  • Skoueriou kristen, gant eur Missioner Breizad (rummad kentañ), Kemper, moullerezh Salaun, 1904
  • Skoueriou kristen, gant eur Missioner Breizad (eil rummad), Kemper, moullerezh Salaun, 1911
  • Leorik Breuriez ar Mammou Kristen, gant eur Missioner Breizad, Kemper, Salaun, 1909, adembannet e 1927 gant Goaziou ha Guivarc'h
  • Kantikou Parrez Goezeg gant eur Missioner Breizad

Notennoù ha Daveennoù

kemmañ
  1. A.M.D.G., B., Barz ar Mabig Jezuz, Eur Missioner breizad, J.B. ha Le Missionaire breton e anvioù-pluenn.