Jean Chouan zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Luitz-Morat e 1925.

Fichenn deknikel

kemmañ

Renkañ a c'heller Jean Chouan e-touez ar sineromantoù a veze savet sof-kont e-pad ar prantad etre an daou vrezel bed. Eizh rann a ya d'e ober :

  1. La Patrie en danger (Ar vammvro en arvar),
  2. La Bataille des coeurs (Emgann ar c'halonoù),
  3. Sur le pont de Pyrmil (War Bont Pirmil),
  4. Par la haine et par l'amour (Dre gasoni ha dre garantez),
  5. L'Otage (An Ostaj),
  6. La Citoyenne Maryse Fleurus (Ar Sitoianez Maryse Fleurus),
  7. Le comité de Salut Public,
  8. La Grotte aux fées/La Pierre qui vire,
  9. Les Soldats de France (Soudarded Bro-C'hall).

An danvez

kemmañ

Emeur e mare istor Bro-C'hall ma stourm ar Chouaned ouzh ar soudarded republikan. Karout a ra Jacques Cottereau, mab Jean Cottereau, Marie-Claire (merc'h Maxime Ardouin), hag hemañ dileuriad ar Republik C'hall e Naoned. Dre heg eo bet adkaset Jacques gant e dad da du ar re Wenn ma'z eo Markizez a Dorigneg o harozez dezhe. Magañ a ra Maryse Fleurus, bet maouez a lez, kasoni vras ouzh Marie-Claire Ardouin. Honnezh a vo diskuliet he jeu, goude meur a daol-kaer ; mont a ra an daou dad da Anaon hag eurediñ an daou amourouz.

Roll ar gomedianed

kemmañ