Joinville-le-Pont

Joinville-le-Pont | ||
---|---|---|
![]() Pont Joinville-le-Pont. | ||
![]() | ||
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Enez-Frañs | |
Departamant | Val-de-Marne | |
Arondisamant | Nogent-sur-Marne | |
Kanton | Charenton-le-Pont | |
Kod kumun | 94042 | |
Kod post | 94340 | |
Maer Amzer gefridi | Olivier Dosne 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Métropole du Grand Paris | |
Lec'hienn web | http://www.joinville-le-pont.fr/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 19 128 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 8 281 ann./km² | |
Anv annezidi | Joinvillais | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 33 m — brasañ 61 m | |
Gorread | 2,31 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Joinville-le-Pont a zo ur gumun c'hall en departamant Val-de-Marne hag er rannvro Enez-Frañs. E 1790 eo bet krouet ar gumun-se diouzh parrez kozh Saint-Maur (Saint-Maur-des-Fossés hiziv an deiz) dindan an anv La Branche-du-Pont-de-Saint-Maur, a-raok bezañ adanvet Joinville-le-Pont e 1831.
DouaroniezhAozañ
Lec'hiadurAozañ
E kreiz tolpad kêrel Pariz emañ Joinville-le-Pont.
Lec'hiadur kêr Joinville-le-Pont en dro-kêr dost Pariz (e ruz).
Lec'hiadur kêr Joinville-le-Pont en departamant Val-de-Marne (e glas).
Kumunioù amezekAozañ
KêraozañAozañ
Daou genstroll karterioù dispartiet gant ar Marne a ra gant kêr Joinville-le-Pont, da lâret eo Les Hauts de Joinville (Joinville Uhelañ), er c'hornôg, ha Le Bas de Joinville (Joinville Izelañ), er reter. Etre an daou genstroll-se e kaver war ar stêr l'île Fanac (enez Fanac), a c'heller degouezhout enni dre pont ar gêr.
Seizh karter a rann ar gumun en doare ofisiel : "Europe", "Île Fanac", "Palissy"," Paris/Canadiens", "Polangis", "Quai de la Marne" ha "Vautier/Leclerc".
Politikerezh ha melestradurezhAozañ
Roll ar maerioùAozañ
Mare | Anv | Strollad | Micher |
---|---|---|---|
2008- | Olivier Dosne | UMP, goude LR | Apotiker |
1983-2008 | Pierre Aubry | RPR, goude UMP | Penn embregerezh |
1977-1983 | Guy Gibout | PCF | Kazetenner |
1975-1977 | Jean-Pierre Garchery | RGR | Beajour kenwerzh |
1953-1975 | Georges-Maurice Defert | PSD | Kalvez |
1953 | Amélie Trayaud | PCF | Implijadez tramgarr |
1944-1953 | Robert Deloche | PCF | Micherour |
GevelliñAozañ
- Bergisch Gladbach (Alamagn) abaoe 1960,
- Runnymede (Bro-Saoz) abaoe 1960,
- Joinville (Brazil) (Brazil) abaoe 2001,
- Batalha (Portugal) (Portugal) abaoe 2007.
Sevenadur lec'hel ha gladAozañ
Lec'hioù ha monumantoùAozañ
Savadurioù azeuliñAozañ
- Templ boudaat Linh Son,
- Iliz Sant-Charlez Borrome,
- Iliz Santez-Anna,
- Chapel Sant-Leonardo (aet da get),
- Chapel Itron Varia Presles (aet da get).
Savadurioù allAozañ
- Savadur klub roeñverezh "Aviron Marne et Joinville" : savet war an enez Fanac e 1883, distrujet eo bet gant an tan e miz Here 2005 a-raok bezañ adsavet ez-peurheñvel e 2007,
- Kastell ar Parangon : ar savadur-se, Kuzul Departamant Val-de-Marne e berc'henn, a zegemer servijoù sokial ennañ goude bezañ degemeret ar Skol Bleustrek Drevadennel e deroù XXvet kantved. Savet eo bet e-pad eil hanter ar XVIIvet kantved hag emañ ur park bras en-dro dezhañ, foran evit un darn,
- Bez Jean-Baptiste Jupille (bered kêr) : lesanvet "ar mêsaer Jupille", saveteet eo bet diouzh ar gounnar gant Louis Pasteur e 1885.
Glad sevenadurelAozañ
- Skol an Arzoù ar gumun (anvet "Skol Sonerezh Hector Berlioz" gwechall), en enez Fanac,
- Skol dañs Aurélie Dupont.