Jean Le Brun (eskob)

Jean Le Brun a voe eskob Treger eus 1371 da 1378[1].

Ardamezioù an eskob Jean Le Brun, En glazur e gastell en argant mogeriet en sabel

Genidik e oa eus Sant-Eganton, e-kichen Pañvrid-ar-Beskont. Kiniad en iliz-veur Dol e oa pa voe anvet da eskob Treger war lerc'h Yves Begaignon.

Embannet en doa reolennoù-diazez e eskopti er bloavezhioù 1371, 1372, ha 1374.

Da vare e eskobiezh e 1371 e voe digoret en Añje an enklask evit santelezhadur Charlez Bleaz.

Er bloaz 1373, Ar Roc'h-Derrien a voe adkemeret gant Beltram Gwesklin digant ar Saozon, hag a voe skarzhet evel-se da vat eus bro Dreger.

Thibaud de Malestroit a bignas war e lerc'h war gador an eskob.

Notennoù

kemmañ
  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960