Pañvrid-ar-Beskont

kumun Aodoù-an-Arvor


Pañvrid-ar-Beskont a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger hag e departamant Aodoù-an-Arvor.

Pañvrid-ar-Beskont
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Anv gallek (ofisiel) Pommerit-le-Vicomte
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Lannolon (betek 2015)
Gwengamp (abaoe 2015)
Kod kumun 22248
Kod post 22200
Maer
Amzer gefridi
Florence Le Saint[1]
2020-2026
Etrekumuniezh Leñv Arvor Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn web http://www.pommeritlevicomte.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 830 ann. (2020)[2]
Stankter 55 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 37′ 12″ Norzh
3° 05′ 14″ Kornôg
/ 48.62, -3.0872222222
Uhelderioù bihanañ 34 m — brasañ 119 m
Gorread 33,03 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pañvrid-ar-Beskont

Douaroniezh Aozañ

War lez dehoù an Trev emañ Pañvrid.

Anv Aozañ

Stummoù skrivet

  • Bernard Tanguy ː Pumurit, 1160; Pomerit, 1294; Pomerit Vicecomitis, 1330, fin XIVvet; Pomerit le Vicomte, 1426; Pommerit le Bescont, 1481; Pommerit le Vicompte, Pommerit le Vicomte, 1668;
  • Erwan Vallerie ː Pouereut Vice Comitis, Pomerit Vice Comitis, Pemerit, Pomerit, Ponerent, 1330; Pommerit le Vicomte, 1516

Gerdarzh

  • Pomerit ː diouzh gêr latin pomeratum = avalenneg; liorzh gant frouezh
  • Beskont, Vicomte ː ne ouzer ket resis na pegoulz na perak

Ardamezioù Aozañ

N'ez eus ket evit ar poent

Istor Aozañ

XVvet kantved Aozañ

E miz Genver 1489, emgann e-kichen pont Skiñvieg etre strolladoù gall kaset gant Yann, beskont Roc'han, ha strolladoù an dugez Anna.

XVIvet kantved Aozañ

Dre emglev 1522, beskontelezh Pañvrid, en tiegezh du Chastellier abaoe 1420 da nebeutañ, a dremenn e-barzh tiegezh du Chastel.

Dre zimeziñ an 20 Mae 1571, etre Klaoda du Chastel ha Charlez Gouyon de la Moussaye, tremen a ra ul lodenn eus ar veskontelezh e tiegezh Gouyon de la Moussaye.

XVIIvet kantved Aozañ

An 29 Gwengolo 1681, gwerzhet eo kontelezh Kintin ha beskontelezh Pañvrid gant Henri Gouyon, markiz de la Moussaye, da Guy-Aldonce de Durfort, kont de Lorge, marichal gall.

XXvet kantved Aozañ

Brezel-bed kentañ Aozañ

  • 137 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,89 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].

Eil Brezel-bed Aozañ

  • Kemeret e voe 24 450 Lur en ti-post, gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 30 a viz Mae 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
  • Mervel a reas tri den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Trevadennoù Aozañ

Monumantoù ha traoù heverk Aozañ

An iliz katolik Itron-Varia Aozañ

Adsavet goude 1914; an tour, eus 1704-1712, bet enrollet an 2 Kerzu 1926.

Chapel ar Baradoz. Aozañ

Eus penn kentañ ar XVIvet kantved; bet enrollet an 31 Here 1912.

Kalvar ar Baradoz , enrollet an 10 Du 1913

Kastell Restmeur Aozañ

Gant chapel Itron-Varia-a-C'hras, XVIIIvet

Maner ha peulven Kerbic Aozañ

Tumulus Kerhonn Aozañ

Moudennoù Glivineg ha Kerhamon Aozañ

Monumant ar re varv. Aozañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 Aozañ

Niver a annezidi

Gevellet gant Aozañ

Bro Kêr Abaoe
  Iwerzhon Sráid an Mhuilinn 1986

Brezhoneg Aozañ

  • D'an 13 a viz C'Hwevrer 2017 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Tud Aozañ

Ardamezeg ar familhoù Aozañ

  Arel,

Aotrounez Restmeur

Palefarzhet etre argant ha glazur
  Auffray,

Aotrounez Mesguen

Treustellet etre argant ha sabel, e leon en aour balirant
  Le Borgne

Aotrounez Rumeur

En argant e gab dentek en gul

Melestradurezh Aozañ

Liammoù diavaez Aozañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Levrlennadur Aozañ

  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù Aozañ

  1. Ouest-France
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. 3,0 ha3,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 269, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011