Keriti-Pempoull
kumun Aodoù-an-Arvor
Ur pennad Keriti zo ivez.
Keriti a zo ur gumun a-wechall eus Breizh e departamant Aodoù-an-Hanternoz. Ul lodenn eus kumun Pempoull eo bremañ.
-
Ur blasenn er vourc'h.
Douaroniezh
kemmañ-
Saout dirak ar mor.
- War lez Mor Breizh emañ Keriti.
Istor
kemmañ- Keriti a oa ur barrez e Bro-Oueloù gwechall. A-raok an Dispac'h gall e oa parrez Keriti en eskopti Dol, ha da sant Samzun e oa gouestlet an iliz-parrez. Stag e oa an iliz-se ouzh abati enez Sant-Rion da gentañ hag ouzh abati Boporzh war-lerc'h.
- E 1790 e voe krouet ar gumun.
- En XIXvet kantved e oa bet kresket porzh-mor Pempoull diwar-goust douaroù kumun Keriti, rak re vihan e oa tachenn Pempoull. E dibenn an XIXvet kantved e voe lakaet sevel ti-gar Pempoull, war douaroù Keriti adarre. Tamm-ha-tamm e oa deuet buhez an div gumun da vezañ liammet-strizh eta. Pemzek vloaz goude dibenn an Eil Brezel-bed, e 1960, e voe bodet kumunioù Keriti, Plounez ha Pempoull da sevel "Pempoull Vras".
- Mervel a reas 75 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 2,61 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[1].
- Mervel a reas 44 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
- D'ar 15 a viz Gouhere 1944 e voe lazhet pemp rezistant (tri anezhe a oa eus Keriti) ha tri soudard alaman en un emgann e Pañvrid-ar-Beskont[3].
Brezelioù didrevadennañ
kemmañ- Mervel a reas daou vilour er Viêtnam.
- Mervel a reas daou soudard.
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ-
Chapel Santez Barba.
Emdroadur ar boblañs
kemmañMelestradurezh
kemmañ- Le Fiblec a oa maer e 1837 ha Brichet e 1860[6].
Tud
kemmañPennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Société D'Emulation des Côtes -du-Nord, Annuaire des Côtes-du-Nord (1805-1880), pajennoù 86 ha 300