Jean Malo-Renault (Pariz, 9 a viz Mezheven 1900Roazhon, 9 a viz Eost 1988) a oa ul levraouaer hag un imbourc'her breizhat, mab d'an arzour, engraver, pastelenner ha skeudennaouer fr:Malo-Renault (Émile Auguste Renault, 1870-1938) hag e wreg an arzourez Honorine Tian (1871-1953), lesanvet fr:Nori Malo-Renault ; anavezet eo an engravadur graet gant Emile Auguste evit ar gelaouenn fr:Le Fureteur breton,[1]. Sant-Maloù eo kavell an tiegezh.

Jean Malo-Renault war-dro 1985

Anavezet eo Jean Malo-Renault evel aozer ur mell levrlennadur istorel a-zivout Breizh goude bezañ dielfennet mammennoù moullet ha mareadek etre 1480 ha 1960. Savet en deus ur 150 000 fichenn bennak hag a zo miret e levraoueg kêr Roazhon. Gellout a reer o lenn war mikro-fichennoù abaoe 1988. « Fichennaoueg Malo-Renault » a reer eus an oberenn-se.

Resped kemmañ

  • 1924 : aotregezh istor er Sorbonne.
  • 1926 : diplom Skol al Louvre (gouestlet oa e zanevell studi da gizellerezh roman Breizh.
  • 1928 : levraoueger e skol-veur Tolosa ha goude e hini Montpelhièr.
  • 1935 : pennlevraoueger levraoueg Montpelhièr.
  • 1937-1954 : pennlevraoueger levraoueg kêr ha skol-veur Roazhon.
  • 1945 : krouiñ a reas ar Bulletin des Bibliothèques de Bretagne[2] evit diorren ar c'henlabour etre al levraouegoù.
  • 1955-1957 : karget a gefridi e Poitiers, Lemojez ha Tours.
  • 1957-1967 : karget a gefridi e Breizh.
  • 1958 : kregiñ a reas da labourat war e levrlennadur istorel.

Bodet en deus Jean Malo-Renault kalz skeudennoù evit sevel un dezenn diwar-benn adeiladouriezh relijiel Breizh. Dedennet eo bet gant dilhad hengounel hag arz pobl Breizh ha savet en deus meur a deuliad diwar o fenn.

E dalc'had Malo-Renault (niverennet 80 J 1 da 80 J 93) e Dielloù departamant an Il-ha-Gwilen emañ an danvez-se.

Kumun Roazhon he deus roet an anv Rue Jean Malo-Renault d'ur straed nepell diouzh ar park Hamelin Oberthür[3].

OberennoùChapiteau de l'église du Mont-Dol kemmañ

  • L'art du livre (1931)[4]
     
    Jean Malo-Renault, photo d'un chapiteau de l'église du Mont-Dol (musée de Bretagne)
    Les monuments français en péril en Bretagne (1932)
  • La lettre ornée du Moyen Âge (1934)
  • Le Malouin Jean Le Cudenec, roi de Madagascar (1948)
  • « L'église de Fouesnant » periodique Fouesnant, no 4, 1974, p. 11-17
  • « La sculpture gothique en Bretagne : les calvaires », Revue de l'art, no 319, September-October 1930, p. 109 to130. Notre-Dame de Tronoën, [5](Finistère).
  • « Notes sur trois cathédrales bretonnes » Notebook n° 103 - 26 ème année n° 3, Cahiers de l'Iroise, 1979, p. 141 to 145.
  • Les pseudonymes des Bretons,[6] 16e - 20e siècle, 2 levrenn embannet gant CRDP Roazhon er rummad Studi, niv 32 (miz Genver 1987 ; ISSN 0249-6496) ha niv 33 (miz Meurzh 1988 ; ISSN 0249-6496)

Levrlennadur kemmañ

  • AVRIL, Jean-Loup: Mille Bretons – Dictionnaire Biographique, Les Portes du Large, décembre 2002, Deuxième édition : juin 2003 Première édition ISBN 2-914612-07-9, Deuxième édition ISBN 2-914612-10-9, 2007 (ISBN 978-2-914612-10-4)

Notennoù kemmañ