Jean ha Joël Martel

Ar vreudeur gevell Jean (pe Jan) ha Joël Martel, bet ganet d’ar 5 a viz Meurzh 1896 e Naoned hag aet d’an Anaon, an hini kentañ d’ar 16 a viz Meurzh e Lille hag an eil c'hwec'h miz diwezhatoc'h, d'ar 25 a viz Gwengolo 1966 e Pariz, a oa kizellerien ha kinklourien vreizhat.

Ar Vreudeur Martel e 1932

Labourat a rae an daou vreur asambles er memes stal met sinañ a raent alies gant un anv hepken, J. Martel.

Un nebeud oberennoù

kemmañ

Labouret o deus an arzourien war meur ar dachenn (skritelloù, monumantoù, kinklañ diabarzh, izelvosoù, stouvoù-distaner otoioù,...)

Awenet eo bet o c'hizelladurioù gant loened (kaerell, erminig, kizhier, laboused,...), an arz sakr, ar sonerezh hag an dañs dreist-holl.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.