Jemmapes (departamant)
(Adkaset eus Jemmape (departamant))
Ar Jemmapes a oa anv un departamant gall e Belgia etre 1795 ha 1814. Dont a ra an anv eus Jemmapes, ur gêriadenn ma voe un emgann etre ar C'hallaoued hag an Aostrianed e 1792 tost da gêr Mons, a oa bet lakaet da bennlec'h dezhañ.
Savidigezh
kemmañSavet e voe an departamant e 1795, pa voe aloubet ar vro gant ar C'hallaoued, diwar an douaroù ac'h ae d'ober kontelezh Hainaut, ha gant kêr Tournai, un darn eus kontelezh Namur (Charleroi) hag eus eskopti Liège (Thuin).
Arondisamantoù ha kantonioù
kemmañ- Mons, kantonioù: Boussu, Chièvres, Dour, Enghien, Lens, Le Rœulx, Mons, Pâturages ha Soignies.
- Charleroi, kantonioù: Beaumont, Binche, Charleroi, Chimay, Fontaine-l'Évêque, Gosselies, Merbes-le-Château, Seneffe ha Thuin.
- Tournai, kantonioù: Antoing, Ath, Celles, Ellezelles, Frasnes-lez-Anvaing, Lessines, Leuze-en-Hainaut, Péruwelz, Quevaucamps, Templeuve ha Tournai.
War-lerc'h faezhidigezh Napoleon e 1814, e teuas an departamant da vout rann eus Rouantelezh Unanet an Izelvroioù evel proviñs Hainaut. Dre vras e klot gant proviñs Hainaut hiziv.