Jenovefa
anv merc’hed
Jenovefa zo un anv-badez brezhonek, deuet eus an anv gallek Geneviève, Genovefa e latin, anv ur santez eus Pariz war-dro ar Vvet kantved.
Gerdarzh
kemmañUn anv a orin germanek e vefe. Kenowefa /Kenuwefa a vefe savet diwar ken- « gouenn » ha wefa « maouez », kar d'ar ger saoznek wife.
Adstumm
kemmañVefa eo ar stumm bihanaat.
Yezhoù all
kemmañ- Genevieve e saozneg
- Geneviève e galleg. Berraet e Ginette
- Genoveva en izelvroeg, portugaleg ha spagnoleg
- Genoveffa en italianeg
- Genowefa, e poloneg
E spagnoleg e vez droukvesket alies gant Ginebra, hag en italianeg gant Ginevra, anvioù deuet eus mojenn ar Roue Arzhur (Guinevere e saozneg, Guenièvre e galleg)
Tud
kemmañ- Santez Jenovefa (war-dro dibenn IXvet kantved), leanez ha santez vrezhon, c'hoar da Sant Edern
- Vefa Sant-Pêr (1872-1963), skrivagnerez vrezhonek
- Vefa de Bellaing (1909-1998), skrivagnerez vrezhonek, bet o ren KEAV e-pad meur a vloaz
- Jenovéfa Boková (1992), aktourez tchek