Edern (sant)
Edern a oa ur manac'h a veve e Breizh e dibenn an IXvet kantved. Hervez lod e oa genidik eus Iwerzhon, ha hervez tud all e oa eus Kembre. N’eo ket gwall anavezet e vuhez eta, ha ne reer ket anv anezhañ el levrioù boas diwar-benn Buhez ar Sent (Albert Le Grand, Dom Lobineau, Yann-Vari Perrot...).
E vuhez
kemmañKement a ouzomp diwar-benn sant Edern a zeu eus ur pennad embannet e dibenn an XIXvet kantved gant ur beleg, an aotrou François Plaine. Diazezet e oa ar pennad-se war ur werz eus Bro-Leon en enor da sant Edern ha war un eilskrid diwar un dornskrid a oa bet kavet e presbital Plouedern e dibenn an XVIIIvet kantved.
Goude bezañ bevet en tu all d’ar mor e teuas Edern da Vreizh, en amzer Alan Veur. Douarañ a reas war-dro 894 e goueled bae Douarnenez. Mont a reas en douaroù ha sevel ur peniti er c’hoadoù, el lec’h m’emañ kumun Edern bremañ. Diskouez a reer alies sant Edern war ur c’harv, a oa bet doñvaet gantañ hervez ar richenn. Ren a reas Edern ur vuhez manac’h reder-bro ha mervel a reas e Lannedern : eno emañ e vez hag e relegoù. E Plouedern, a lavarer, e voe lakaet sevel un iliz gant dug Breizh pa adkavas ar gweled eno, pareet gant ar manac’h, war-lerc’h bezañ kastizet gant Doue.
Pedet e veze sant Edern evit pareañ kleñvedoù an daoulagad dreist-holl. Enoret e vez en ilizoù Edern, Lannedern, ha Plouedern, ha gwechall ivez en iliz Tremaouezan. D’ar 26 a viz Eost e vez goueliet.
An anv
kemmañKavout a reer roud eus an anv Edern en istor Kembre : Cunedda, roue Gwynedd, a oa mab da Edern, ha tad d’un Edern all ivez, saver rouantelezh Edeyrnion. Marteze e teue an anv kembraek Edern eus al latin eternus, « padus, hirbad ».
An anvioù evel Keredern, Mezedern, a gaver alies el lec’hanvadurezh vrezhonek, eo arabat klask enno ur roud eus sant Edern. Lec’hioù annezet gant tud anvet Edern e oant kentoc’h.
Levrlennadur
kemmañ- Dom Plaine, Notice sur la vie et le culte de saint Edern, Bulletin de la Société Archéologique du Finistère, XIX, 1892
Liammoù diavaez
kemmañGwelet ivez
kemmañ- Iliz Sant Edern (Lannedern)
- Edeyrn, anv kembraek ur sant brezhon er VIvet kantved
- an anv Edern