Jess Franco (ganet Jesús Franco Manera d'an 12 a viz Mae 1930[1] hag aet da Anaon d'an 2 a viz Ebrel 2013)[2] a oa ur filmaozour, kompozer hag aktour spagnol. Brudet e voe evit e filmoù spont erotek. En holl en deus sevenet 160 film. Meur a lesanv en deus implijet evel sevener filmoù, e-touez ar re vrudetañ emañ David Khune ha Frank Hollmann. Marvet eo dre ur gwallzarvoud eus gwazhied an empenn.

Jesús Franco
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv ganedigezhJesús Franco Manera Kemmañ
Anv-bihanJesús Kemmañ
Anv-familhFranco Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekManera Kemmañ
LesanvDavid Khune, Jess Frank Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mae 1930 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMadrid Kemmañ
Deiziad ar marv2 Ebr 2013 Kemmañ
Lec'h ar marvMálaga Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvGwallzarvoud eus gwazhied an empenn Kemmañ
Breur pe c'hoarDolores Franco Manera, Enrique Franco Kemmañ
PriedLina Romay Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg, spagnoleg Kemmañ
Deroù ar prantad labour1953 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2013 Kemmañ
FilmographyJesús Franco filmography Kemmañ
TachennSinema spont, erotica Kemmañ
Prizioù resevetHonorary Goya Award, Q25405526 Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Jesús Franco Kemmañ
Jess Franco e 2008

Buhez personel kemmañ

Franco a oa bet dimezet da Nicole Guettard (etre 1962 ha 1980), met Guettard a oa bet kemeret he lec'h goustadik gant Lina Romay (Nicole a oa bet o labourat evel harper senario war meur a film gant Franco pa oant dimezet c'hoazh, gwelet eo bet o c'hoari en un nebeud eus e filmoù). E verc'h bet eus un dimeziñ a-raok, Caroline Riviere, a zo bet gwelet en un nebeud filmoù gant Franco e penn kentañ ar bloavezhioù 1970 (en o zouez Exorcisme ha The Perverse Countess).

Franco ha Lina Romay o deus labouret asambles e-pad 40 vloaz, bevet o deus asambles adalek 1980. N'int bet dimezet nemet d'ar 25 a viz Ebrel 2008. Marvet e oa-hi e 2012 (gant ur c'hrign-bev pa oa oadet a 57 vloaz), Romay a oa bet e aktourez diazez kement hag e vuzenn.

Levrlennadur kemmañ

  • Stephen Thrower, Murderous Passions: The Delirious Cinema of Jesús Franco (2015)
  • Jess Franco, Memorias del tío Jess (2004) (skrid buhez e spagnoleg)
  • Stéphane du Mesnilot, Jess Franco - Énergies du fantasme (2004, e galleg)
  • Alain Petit, Manacoa Files (1994–1999, e galleg)

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ