Johan Hendrik van Dale

Johan Hendrik van Dale, ganet e Sluis d’ar 15 a viz C'hwevrer 1828 ha marvet e Sluis ivez d’an 18 pe d’an 19 a viz Mae 1872, a voe rener skol er gêr-se eus an Izelvroioù ha geriadurour nederlandek. Brudet eo evel aozer ar Groot woordenboek der Nederlandse taal (« Geriadur bras an nederlandeg »), lesanvet Dikke Van Dale (« Van Dale tev»).

Delwenn Johan Hendrik van Dale, e Sluis.

E vuhez kemmañ

Eus Eeklo e oa tud Van Dale, ur gêr eus Reter Flandrez (e Belgia hiziv). Mont a rejont da chom da Sluis, e Zeeland. Dont a reas Johan Hendrik da vezañ skolaer hag e 1854 e krogas da labourat en e gêr c’henidik, Sluis, evel skolaer pennañ ar skol kentañ derez eno. E 1855 e voe anvet da ziellour kêr ivez. War e amzer vak e skrive pennadoù diwar-benn yezhadur an nederlandeg ha diwar-benn istor lec’hel Sluis.

E 1867 e voe kinniget dezhañ adwelet an Nieuw woordenboek der Nederlandsche taal (« Geriadur nevez an nederlandeg »), savet gant Isaac Marcus Calisch hag e vreur Nathan Salomon Calisch, evit ma vefe adembannet. Asantiñ a reas ha pevar bloaz war-lerc’h e oa echu al labour gantañ. Dre ma oa bet lakaet diaes, alies, gant ar pezh a gave er geriadurioù nederlandek implijet gantañ evel skolaer, e felle da Van Dale kaout termenadurioù resis ha reolennoù sklaer evit implij ar gerioù. Prederiet e oa gant ezhommoù ar skolidi a glaske « petra a dalvez ar ger-mañ-ger ? ».

Krog e oa ar geriadur da zont er-maez, a-dammoù, e 1871. Met a-raok ma oa bet peurembannet e varvas Van Dale, gant ar vrec'h, e 1872. Kaset e voe al labour da benn gant Jan Manhave, a reas ivez war-dro un embannadur all eus ar geriadur-se diwezhatoc’h.

Liammoù diavaez kemmañ