John C. Vaughn
John Crawford Vaughn ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1824 hag aet da anaon d'an 10 a viz Gwengolo 1875 a oa un ofisour marc'hegiezh eus lu Stadoù Kengevreet Amerika a orin eus Reter an Tennessee.
Servijet en deus e-pad ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, klasket en deus aour e-pad ar ruradeg d'an aour pe Gold Rush e Kalifornia.
Anavezet ez eo dreist-holl evit bezañ bet kemeret perzh e Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika en emgannoù Kentañ emgann Bull Run (emgann Manassas), emgann Vicksburg, Piedmont, ha Saltville.
Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
kemmañDilennet eo bet da goronal gant e soudarded eus ar 3rd Tennessee Infantry Regiment, trement eo eus Kabiten da goronal d'an 29 a viz Mae 1861.
E-penn an 3rd Tennessee Infantry Regiment e oa gant :
- Kabiten J J Reese, pignet da letanant-koronal d'an 29 a viz Mae 1861.
- Major G w Morgan lakaet da vajor d'an 29 a viz Mae 1861[1]
D'an emgann
kemmañ19 a viz Even 1861 e voe kentañ emgann ar rejimant gant ar c'horonel John C. Vaughn e penn, un trec'h e vezo o welet distruj ur pont-tren war linenn-tren Baltimore hag Ohio e New Creek, Virginia. Tapet e voe ivez daou pezh kanol gant ar rejimant.
D'an 21 a viz Gouhere 1861 e adkaver ar rejimant e-pad emgann Manassas.
Gloazet e oa bet alies war an dachenn emgann.
Tost-tre e oa John C. Vaughn eus ar prezidant Jefferson Davis, bet e oa bet e-karg da ambrougañ ar prezidant e-pad miz diwezhañ ar brezel.
Ambrougadeg Jefferson Davis
kemmañGoude kodianidigezh ar jeneral Lee e Appomatox e Ebrel 1865, fiñval a raio ar rejimant dre urzh e Norzh Carolina, betek Charlotte. Eno e voe roet dezho ar c'hefridi da ambrougañ prezidant Stadoù kengevreet Amerika Jefferson Davis.
Kodianañ a raio e Washington, Georgia, d'an 9 a viz Mae 1865, unan eus ar jeneraled kengevret ziwezhañ da godianiañ e voe.
Tro-dro John C. Vaughn
kemmañ- Bet e oa bet ar jeneral kengevret nemetañ o kaout e familh lakaet da ostaj gant lu an Norzh.
Levrlennadur
kemmañ- Larry Gordon, The Last Confederate General: John C. Vaughn and His East Tennessee Cavalry, embanner Zenith Press (272 pajenn), 15 a viz Meurzh 2009 (ISBN 978-0760335178) (en)
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ "The First Regiment of East Tennessee Volunteers left this place at 10 o'clock, A. M., on yesterday. The superior officers are Colonel John C. Vaughn, Lieutenant Colonel John J. Reese, and Major George W. Morgan" – The Richmond Daily Dispatch, Knoxville, Tennessee, 3 a viz Even 1861.