Joost
anv paotr
Jost pe Joost zo un anv-badez izelvroek, deuet eus ar brezhoneg.
Gerdarzh
kemmañDont a ra eus an anv-badez brezhonek Judoc, pe eus ar stumm latin anezhañ, Judocus, anv ur sant brezhon eus ar VIIvet kantved. Judocus → Josse → Joos → Joost. An dibenn -t zo ur perzh eus rannyezhoù izelvroek zo.
A-wechoù e lavarer e teufe eus an anv latin Justus. En izelvroeg e tistager [ˈjoːst], en afrikaneg [ˈjust].
Yezhoù all
kemmañ- Judocus e latin
- Josse, e galleg
Tud
kemmañ- Joost van Lalaing, gouarnour an Izelvroioù
- Joost van den Vondel (1587 -1679), skrivagner izelvroek.
- Joost Schmidt (1893-1948) arzour alaman, eus ar Bauhaus.