Flavius Claudius Jovianus
Jovian, pe Flavius Claudius Jovianus (war-dro 332 - 17 a viz C'hwevrer 364), a voe impalaer roman e-pad eizh miz, eus ar 27 Mezheven 363 da 16 pe 17 C'hwevrer 364 [1], war-lerc'h Juluan II.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv e yezh-vamm an den | Flavius Claudius Iovianus |
Titl noblañs | Augustus |
Deiziad ganedigezh | 331 |
Lec'h ganedigezh | Singidunum |
Deiziad ar marv | 17 C'hwe 364 |
Lec'h ar marv | Dadastana |
Doare mervel | marv dre zegouezh |
Abeg ar marv | carbon monoxide poisoning |
Lec'h douaridigezh | Church of the Holy Apostles |
Tad | Varronianus |
Pried | Charito |
Bugel | Varronianus |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Micher | politiker |
Karg | impalaer roman, senedour roman, impalaer bizantat |
Prantad | Impalaeriezh roman, Low Roman Empire, Byzantine Egypt |
Mab e oa da Varonianus. Ezel e oa eus korf gwarded an impalaer.
Aet e oa gant Juluan da vrezeliñ ouzh ar Sasanided. Pa varvas Juluan e voe anvet Jovianus da impalaer kerkent gant e soudarded.
Skuizh-divi e oa an arme, berr ar boued, ha dibosubl treizhañ ar stêr Tigris. Neuze e reas ar peoc'h gant ar Sasanided, en un doare mezhus.
Erruout a reas e kêr Edessa. Eno e teuas an eskibien da c'houlenn e ali diwar-benn kelennadurezh an iliz kristen. E Gwengolo 363 ec'h adsavas ar gristeniezh evel relijion-stad.
O tistreiñ da Gergustentin e oa pa varvas e Dadastana.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e oa Jovian da Charito, merc'h d'ur jeneral anvet Lucillianus. Daou vab o doe, unan anvet Varronianus evel e dad-kozh a-berzh tad, hag unan all ha n'ouzer ket e anv[2].Patrom:Sfn
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ François Zosso & Christian Zingg ː Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. p. 156-157. Embannadurioù Errance 1994
- ↑ Filostorgi Historia Ecclesiastica VIII.8