Yuzhael Berengar

(Adkaset eus Judikael Berengar)

Yuzhael Berengar(Daveoù a vank), anavet e galleg evel Juhel Bérenger, a oa kont Roazhon adalek war-dro 930 betek 970.

Teñval a-walc'h eo orin an den. Lavaret e veze e oa mab d'ur Paskwezhen, mab da Alan Iañ. Da neuze ne gomprener ket penaos e teu an anv Berengar, un anv frankek. Istorourien zo a lavar bremañ e oa mab, pe mab-bihan, da v-Berengar II Neustria, a oa ivez kont Roazhon hag a anver a-wechoù Berengar Roazhon.

E zimeziñ

kemmañ

Dimeziñ a reas da c'h-Gerberga Naoned, ha tad e voe da g-Konan Iañ, a voe kont Roazhon a-raok bezañ anvet da zug Breizh.

Levrlennadur

kemmañ
  • Généalogie de Saint Aubin d'Angers [1]
  • Pierre Le Baud, « Cronicques & Ystoires » des Bretons Extraits de la seconde rédaction, Chapitre XVIII page 210 Réédition par la Société des Bibliophiles Bretons (1922)
  • Arthur de La Borderie, Histoire de Bretagne Tome II Page 546. Réimpression Joseph FLOCH Imprimeur Editeur Mayenne (1975)

Pennadoù kar

kemmañ