Berengar II Neustria

(Adkaset eus Berengar Roazhon)

Berengar II, a varvas en 896, a voe kont Bayeux ha markiz Neustria eus 886 da 896.

Pe e oa mab da Berengar Iañ Neustria, pe gentoc'h da Herri Frankonia, eus lignez ar re Babenberg, anezhi pennskourr ar Gapeted. Kement-se a greder abalamour:

  • ma oa bet anvet Poppa e verc'h, ha Poppo a oa un anv roet stank d'ar baotred en tiegezh,
  • ma veze fiziet marz Breizh da bennskourr ar Gapeted peurvuiañ.

Ar c'hentañ aotrou a ziavaez o tont da chom da Vreizh e oa, dre ma oa aet da fall an traoù gant noblañsed ar vro war-lerc'h an aloubadegoù Vikinged er bloavezhioù 880, ha dre ma ouias derc'hel penn outo.

E vuhez

kemmañ
  • En 886, pa voe lazhet ar markiz Herri e seziz Pariz, e voe karget gant an impalaer Karl Voal da ober war-dro marz Neustria ha d'he difenn diouzh ar Vikinged.

Dimeziñ a reas da verc'h Gurwant, dug Breizh, hag evel-se eo e e tapas kontelezh Roazhon. Breur-kaer e oa da Yezekael, dug Breizh. Yezekael Berengar a anvas e vab neuze, a voe kont Roazhon war e lerc'h. Poppa e oa e verc'h, a zimezas d'ar Viking Rollon.

Met un doare all zo d'an istor.


E lignez

kemmañ

N'ouzer ket piv e oa e wreg. Bet eur betek kinnig anvioù evel Cunégonde pe Adèle diwar varteze. Sur eo en doe