Junichiro Koizumi
Junichiro Koizumi (純一郎 小泉) a oa bet ganet d’an 8 a viz Genver 1942, e Yokosuka (横須賀), ur gêr lec’hiet e prefeti Kanagawa. Ur politikour japanat eo. Ministr kentañ Japan eo bet etre 2001 ha 2006.
Buhezskrid
kemmañ- 8 a viz Genver 1942 : Ganedigezh.
- Meurzh 1960 : Echuiñ a reas e studioù da benn e lise Yokosuka.
- Ebrel 1962 : Kregiñ a reas da studiañ an armerzh e Skol-veur Keiō (慶應義塾大学).
- Mae 1967 : Diplomet gant ar skol-veur-se.
- Mae 1967 : Mont a reas da Skol-veur Londrez d’ober studioù.
- 1969 : Distreiñ a reas da Japan pa oa marvet e dad.
- Miz Kerzu 1972 : Dilennet e oa bet da barlamantad e Kambr ar guzulierien.
- 1979 : Anvet e oa bet da vesministr an Arc’hant (gouarnamant Ōhira [大平]).
- 1988 : ministr ar Yec’hed Foran (gouarnamant Takeshita [竹下]).
- 1992 : ministr ar Post hag ar C’hehentiñ (gouarnamant Miyazawa [宮澤]).
- 1996 : ministr ar Yec’hed Foran (eil gouarnamant Hashimoto [橋本]).
- 24 a viz Ebrel 2001 : Anvet da brezidant ar SFD (Strollad Frankizour Demokrat).
- 26 a viz Ebrel 2001 : Anvet da Vinistr Kentañ Japan, war-lerc’h Yoshirō Mori (森 喜朗).
Dimeziñ a reas gant e wreg e 1978 ha tri bugel o deus bet asambles. Pa oa bet torret e zimeziñ e 1982 e prometas chom hep dimeziñ ken. N’eus mui kalzik a zarempredoù etrezañ hag e wreg kozh, koulz hag e vugale.
Abaoe an 13 a viz Eost 2001 ez a ingal da santual Yasukuni, ur seurt Bolz-enor, da enoriñ ar soudarded japanat a oa bet lazhet er brezelioù. E-touez ar soudarded-se ez eus c’hwezek muntrer a vrezel rummad A, evel ma oa bet disklêriet e-pad prosez Tôkyô. Setu perak eo tenn a-walc’h an darempredoù etre Norzh Korea ha Su Korea hag ivez Sina.
E 2004 e kasas an Nerzhioù Emzifenn (jieitai, 自衛隊, arme Japan), evit ar wech kentañ, da gas obererezhioù milourel da benn (N’o deus ket gwir an NE da vrezelekaat, hervez ar Vonreizh), goude m’en doa roet dezho muioc’h a varregezhioù evit mont d’an estrenvro e 2001.
E-kerzh ar bloavezh 2004 e klaskas Koizumi diskoulmoù d’ar c’hudennoù a oa etre e vro ha Norzh Korea dreist-holl, evit a sell tachenn an diplomatiezh etrebroadel. Klask a ra gouzout hiroc’h er mare-mañ diwar-benn an trizek Japanad a oa bet skrapet gant servijoù-kuzh Norzh Korea e dibenn ar bloavezhioù 1970 hag e deroù ar bloavezhioù 1980.
Hañv 2005 : Goude ma oa bet distaolet e ginnig evit prevesaat ar post gant ar Gambr Uhel e tivodas ar Gambr Izel (N’en deus galloud ebet war ar Gambr Uhel hervez ar Vonreizh). Ar pal a oa lakaat aozañ an dilennadeg deverezhel en a-raok ha trec’h e oa bet d’an 11 a viz Gwengolo 2005. Evel-se e oa bet tu dezhañ da reiñ lañs en-dro d’an adreizhadur er Parlamant.