Kārlis Skalbe
Kārlis Skalbe (Vecpiebalga, Latvia, 7 a viz Du 1879 – Stockholm, 14 a viz Ebrel 1945) a oa ur skrivagner latvek. Brudet eo e gontadennoù, skrivet evit oadourien. Ouzh ar Monumant d'ar Frankiz e Riga e c’haller lenn gerioù skrivet gantañ : Tēvzemei un Brīvībai (Evit ar vammvro hag ar frankiz).
Labourat a reas evel kelenner ha kazetenner. Goude Dispac'h rusian 1905 ez eas kuit eus Latvia da vevañ d’an estrenvro, Suis, Finland ha Norvegia. Distreiñ a reas da Latvia e 1909 ha toullbac'het e voe e-pad 18 miz abalamour d'e vennozhioù dispac'hour. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e labouras evit meur a gazetenn ha soudard e voe en ur bagad fuzuilherien latviat, en arme rusian.
Etre an daou vrezel-bed e kendalc'has da skrivañ hag e kenlabouras gant meur a gazetenn. Dilennet e voe ivez da gannad er Saeima, parlamant ar vro. Chom a reas Kārlis Skalbe e Latvia betek 1944. Pa gomprenas e vije staget e vro ouzh an Unvaniezh Soviedel ez eas d'an harlu da Sveden. Eno e varvas un nebeud mizioù diwezhatoc'h.
E 1987 e oa bet degaset e ludu en-dro eus Sveden ha digoret e oa bet ur mirdi en e di e Vecpiebalga.