Kabarett
Kabarett a zo un doare flemmgan politikel diorroet diwar an abadennoù 'cabaret' er broioù alamanek. Disheñvel eo diouzh an abadennoù 'cabaret' dre ma'z eus sketchoù nemetken, flemmgan ha luadennoù hep elfennoù arvestel.
Perzhioù dibar
kemmañKabarett eo an anv alamanek evit "cabaret" met daou ster disheñvel a zo gantañ. Ar ster kentañ o vezañ an hevelep hini evel e saozneg pe e galleg, da lavarout eo un doare arvestad ennañ komedienn, sonennoù, dañsoù ha c'hoariva (implijet e vez alies ar ger "Cabaret" en alamaneg evit talvezañ an doare-mañ). An eil o teskrivañ un doare flemmgan politikel. E kemm gant ar farsourien a c'hoarzh ouzh a bep seurt traoù e vez lorc'h er gabarettourien dre ma reont war-dro temoù politikel ha sokial siriusoc'h nemetken, hag e varnont gant doareoù ar c'hoapadurezh, ar mousfent hag ar spered ki.
Istor en Alamagn
kemmañKrouiñ a reas Ernst von Wolzogen ar c'hcabaret alaman kentañ anvet Überbrettl (ur c'hoari-gerioù diwar an droienn Übermensch - dreistden - gant Nietzsche), anavezet diwezhatoc'h dindan an anv Buntes Theater (c'hoariva livek), e 1901. Difennet e oa an abegerezh publik er c'hoarivaoù en Impalaerezh alaman avat. Aotreet e voe e fin ar Brezel Bed Kentañ, ha gallout a rae ar gabarettourien komz eus temoù sokial ha politikel ar mare. Dre-se e vleuñvas ar c'habarett alaman da vat er bloavezhioù 1920 ha 1930, ha dont a reas war-wel a bep seurt arzourien evel Werner Finck er c'hKatakombe, Karl Valentin er Wien-München, Fritz Grünbaum ha Karl Farkas er Simpl e Vienna, ha Claire Waldoff. Skrivet e oa bet darn eus o zestennoù gant skrivagnerien veur evel Kurt Tucholsky, Erich Kästner, ha Klaus Mann.
Pa zeuas ar strollad nazi er gouarnamant e 1933, e voe krog da flastrañ ar seurt burutellerezh-mañ. Start e voe evit ar c'habarett en Alamagn. E 1935 e voe toullbac'het Werner Finck ha kaset d'ur c'hamp-bac'h; e fin ar bloaz en em lazhas Kurt Tucholsky; ha tec'hout a reas an holl gabarettourien alamanek tost da vat da Suis, Bro-C'hall, Skandinavia, pe ar Stadoù Unanet.
E fin ar brezel e wirias ar broioù ac'hubus e tiskoueze ar c'habarett euzh ar riez nazi. A-benn-nebeut e voe krog kalz abadennoù kabarett da gomz diwar-benn ar gouarnamant, ar Brezel Yen hag ar Wirtschaftswunder (ar Burzhud Armerzhel): an Tol(l)leranten e Mainz, ar c'hKom(m)ödchen e Düsseldorf hag ar Münchner Lach- und Schießgesellschaft e Munc'hen. D'o heul e teuas kabarett er skinwel er bloavezhioù 1950.
E Republik Demokratel Alamagn e voe digoret al leurenn-gabarett gentañ e 1953, Die Distel e Berlin. Kontrollet e oa ha ne bismige ket ar stad (1954: Die Pfeffermühle e Leipzig).
Er bloavezhioù 1960 e oa lec'hiet kabarett Alamagn ar C'hornôg en-dro da Düsseldorf, Munc'hen, ha Berlin. E fin an dekvad e voe krog luskad studierien Mae 1968 da vezañ dizakord gant an arz ha kabarettourien zo a voe huataet dre ma oa ul lodenn eus ar gevredigezh gozh. Er bloavezhioù 1970 e voe diorroet doareoù kabarett nevez, evel an abadenn skinwel Notizen aus der Provinz. E fin ar bloavezhioù 1980 e oa ar c'habarett un darn vras eus ar vurutellerezh sokial, ha berzh a reas da vare adunvanidigezh Alamagn. En Alamagn ar Reter e oa erru hardishoc'h-hardishañ ar gabarettourien o pismigat ar bolitikourien a-raok 1989. Goude an adunvanidigezh e kreskas niver ar c'habarettoù abalamour da gudennoù nevez: ar dilabour bras, prevezaat an embregerezhioù, kemmoù fonnus er gevredigezh. Krouet e voe daou gabarett ouzhpenn e Dresden, da skouer, da heul an Herkuleskeule.
Er bloavezhioù 1990 hag e deroù ar milved nevez e tigreskas berzh ar c'habarett abalamour da verzh ar skinwel hag ar sinema ha da zigresk c'hoant ar sellerien. Evit dedenniñ an dud adarre e vez roet prizioù da gabarettourien zo.
Istor en Aostria
kemmañKregiñ a reas istor ar c'habarett en Aostria e dekvadoù diwezhañ an Impalaerezh Habsburg, pa lakae farsourien an dud da c'hoarzhin gant o danevelloù. Digoret e voe ar c'habarett kentañ e 1901 e Vienna gant Felix Salten, hag anvet e voe „Jung-Wiener Theater zum lieben Augustin“. Staliet e oa e C'hoariva Vienna. Seizh abadenn nemetken a zo bet avat. E 1906 e voe digoret ul leurenn-gabarett all. Er bloaz-mañ e voe digoret ar c'hKabarett Hölle, koulz hag ar c'hCabaret Nachtlicht, a voe serret e 1907 pa voe digoret ar c'hCabaret Fledermaus. E 1912 e voe digoret ar c'hKabarett Simpl, a gaver c'hoazh bremañ er gêr.
Betek 1938 e reas an arz-mañ, liammet kreñv gant yuzevien Vienna, berzh bras, a-drugarez da boblañs ar gêr, en o zouez bourc'hizien frankizour.
Adsavet e voe kabarett Aostria goude an Eil Brezel Bed hag an naziegezh a-drugarez ma oa deuet en-dro meur a gabarettour a oa tec'het kuit, evel Karl Farkas e 1946, Hermann Leopoldi e 1947, Gerhard Bronner e 1948, Armin Berg e 1949 ha Georg Kreisler e 1955. Berg a Farkas a sikouras ar c'habarett Simpl d'ober berzh adarre adalek 1949, Bronner ha Kreisler a savas e 1955 gant Helmut Qualtinger an „Namenloses Ensemble“ ha Leopoldi a droas dre an holl vroioù alamanek.
Dont a reas war-wel ur rummad kabarettourien nevez er bloavezhioù 1970 gant luskad ar studierien, en o zoues Lukas Resetarits hag Erwin Steinhauer. D'o heul e teuas ul luskad arzourien nevez er bloavezhioù 1980, hag a dalvez kalz en Aotria c'hoazh. E-touez ar gabarettourien a-vremañ brudetañ e kaver Roland Düringer, a zo bet penndudenn meur a film-kabarett deuet mat, Alfred Dorfer, a ra war-dro ar politikerezh dreist-holl, pe Josef Hader, a zo brudet a-walc'h en Alamagn ivez, e kemm gant ar re all. E-touez ar gabarettourien vrudetañ adalek ar bloavezhioù 1980 e kaver c'hoazh Andreas Vitasek, Reinhard Nowak hag Andrea Händler, o deus c'hoariet gant Dorfer e kalz filmoù awenet gant ar c'habarett, hag o deus graet berzh er bloavezhioù 1990. A-gevret e oant er strollad Schlabarett. Gallout a reer envel ivez Die Hektiker, Gunkl, Stermann & Grissemann, Florian Scheuba, Thomas Maurer, Michael Niavarani, pe adalek fin ar bloavezhioù 1990 Alf Poier hag adalek deroù ar milved nevez maschek.. Ul lodenn a-bouez eus sevenadur Aostria a-vremañ eo ar c'habarett eta.
Kabarettourien vrudet
kemmañ- Willy Astor
- Jürgen Becker
- Konrad Beikircher
- Matthias Beltz
- Martin Betz
- Karl Dall
- Matthias Deutschmann
- Alfred Dorfer
- Gerd Dudenhöffer
- Karl Farkas
- Ottfried Fischer
- Lisa Fitz
- Andreas Giebel
- Rainald Grebe
- Christoph Grissemann
- Günter Grünwald
- Josef Hader
- Dieter Hallervorden
- Dieter Hildebrandt
- Eckart von Hirschhausen
- Jörg Hube
- Hanns Dieter Hüsch
- Bruno Jonas
- Reiner Kröhnert
- Frank Lüdecke
- Uwe Lyko
- Rolf Miller
- Wolfgang Neuss
- Michael Niavarani
- Dieter Nuhr
- Rainer Pause
- Erwin Pelzig
- Sissi Perlinger
- Volker Pispers
- Gerhard Polt
- Urban Priol
- Andreas Rebers
- Lukas Resetarits
- Hagen Rether
- Mathias Richling
- Richard Rogler
- Helmut Schleich
- Wilfried Schmickler
- Werner Schneyder
- Georg Schramm
- Horst Schroth
- Serdar Somuncu
- Dirk Stermann
- Ludger Stratmann
- Mathias Tretter
- Claus von Wagner
- Bodo Wartke
- Sigi Zimmerschied
Abadennoù ha lec'hioù kabarett brudet
kemmañ- Scheibenwischer
- Neues aus der Anstalt
- Notizen aus der Provinz
- Tol(l)leranten (Mainz)
- Kom(m)ödchen (Düsseldorf)
- Münchner Lach- und Schießgesellschaft (Munc'hen)
- Herkuleskeule (Dresden)
- Mitternachtsspitzen (Köln)
Levrlennadur
kemmañ- Ambesser, Gwendolyn von: Schaubudenzauber - Geschichte und Geschichten eines legendären Kabaretts, Verlag Edition AV, Lich/Hessen 2006, ISBN 3-936049-68-8
- Arnbom, Marie-Theres, Wacks, Georg: Jüdisches Kabarett in Wien. 1889 - 2009, Armin Berg Verlag, Wien 2009, ISBN 978-3-9502673-0-3
- Budzinski, Klaus: Pfeffer ins Getriebe – So ist und wurde das Kabarett, Universitas Vlg., München 1982, ISBN 3-8004-1008-7
- Budzinski, Klaus/Hippen, Reinhard: Metzler Kabarett Lexikon, Vlg. J.B. Metzler, Stuttgart-Weimar 1996, ISBN 3-476-01448-7
- Deißner-Jenssen, Frauke: Die zehnte Muse – Kabarettisten erzählen, Henschel Verlag, Berlin (DDR) 1982
- Finck, Werner: Spaßvogel - Vogelfrei, Berlin 1991, ISBN 3-548-22923-9
- Fink, Iris: Von Travnicek bis Hinterholz 8 : Kabarett in Österreich ab 1945, von A bis Zugabe, Verl. Styria, Graz; Wien; Köln, 2000, ISBN 3-222-12773-5
- Glodek, Tobias/Haberecht, Christian/Ungern-Sternberg, Christoph: Politisches Kabarett und Satire. Mit Beiträgen von Volker Kühn, Henning Venske, Peter Ensikat, Eckart v. Hirschhausen u.a., Wissenschaftlicher Verlag Berlin, Berlin 2007. ISBN 3-86573-262-3
- Greul, Heinz: Bretter, die die Zeit bedeuten – Die Kulturgeschichte des Kabaretts, Kiepenheuer & Witsch, Köln-Berlin 1967
- Henningsen, Jürgen: Theorie des Kabaretts, Düsseldorf-Benrath 1967
- Hippen, Reinhard: Es liegt in der Luft. Kabarett im Dritten Reich, Zürich 1988
- Jacobs, Dietmar: Untersuchungen zum DDR-Berufskabarett der Ära Honecker, Frankfurt/M., Berlin, Bern, New York, Paris, Wien, 1996. 309 S. Kölner Studien zur Literaturwissenschaft Vol. 8, Edited by Neuhaus Volker, ISBN 978-3-631-30546-1
- Kühn, Volker: Deutschlands Erwachen. Kabarett unterm Hakenkreuz 1933-1945 (= Kleinkunststücke. Eine Kabarett-Bibliothek in fünf Bänden, Hrsg. Volker Kühn, Band3), Berlin 1989, S. 20.
- Otto, Rainer/Rösler, Walter: Kabarettgeschichte, Henschelverlag, Berlin (DDR) 1977
- Doris Rosenstein: Fernseh(schwäbisches) Kabarett [: Mathias Richling]. In: Suevica 7 (1993). Stuttgart 1994 [1995], S. 153-192 ISBN 3-88099-311-4
- Siegordner, Martin: Politisches Kabarett- Definition, Geschichte und Stellung. GRIN Verlag, 2004. ISBN 978-3-638-72669-6
- Schumann, Werner: Unsterbliches Kabarett, Richard Beeck Vlg., Hannover 1948
- Vogel, Benedikt: Fiktionskulisse – Poetik und Geschichte des Kabaretts, Mentis Vlg., Paderborn 1993, ISBN 3-89785-105-9
- Zivier, Georg/Kotschenreuter, Hellmut/Ludwig, Volker: Kabarett mit K – Siebzig Jahre große Kleinkunst, Berlin Verlag Arno Spitz, Berlin 1989, ISBN 3-87061-242-8