Kahramanmaraş
Kêrioù Turkia | |
---|---|
Kahramanmaraş | |
Proviñs | Kahramanmaraş |
Rannvro | Kreizdouarel |
Kod post | 46XXX |
Maer | Mustafa Poyraz (2002, 2004, 2009) |
Vali (prefed) | Mehmet Niyazi Tanılır (2007) |
Perzhioù douaroniel | |
Gorread | ha = km² |
Hed | 37°35' Norzh |
Led | 36°55' Reter |
Uhelder | keitat : |
Poblañs | () |
Stankter | |
Lec'hienn internet ar gêr | Ti-kêr Kahramanmaraş |
Kahramanmaraş (Maraş betek 1973) zo ur gêr e kreiz Turkia, kêrbenn proviñs Kahramanmaraş.
War-dro 400.000 annezad zo enni.
Goude brezel dizalc'hiezh Turkia (1919-1922) e voe roet medalenn an dizalc'hiezh d'ar gêr en abeg d'he stourm ouzh armeoù an alouberien. E 1973 e voe ouzhpennet en-ofisiel an titl Kahraman (Haroz) ouzh anv ar gêr.
Istor
kemmañAr menegoù koshañ eus ar gêr a vez kavet e testennoù asirian eus an IXvet kantved kent JK.
Tremen a reas Kahramanmaraş dindan beli meur a impalaeriezh pe rouantelezh a-hed hec'h istor :
- Beli an Hitited, 2000-1200 kent JK, gant an anv Maraj pe Markasi
- Beli an Asirianed, 720-612 kent JK
- Beli ar Veded, 612-550 kent JK
- Beli ar Bersed, 550-330 kent JK
- Beli Makedonia, 330-64 kent JK
- Beli ar Romaned, 64 kent JK-395 goude JK
- Beli impalaeriezh Bizantion
War-dro 638 e voe aloubet Maraş gant ar Vuzulmiz evit ar wech kentañ. E 1086 e voe gounezet kêr gant ar Seldjouked ha staget ouzh o impalaeriezh krouet un nebeud bloavezhioù a-raok. Aloubet gant ar groazidi kerkent ha 1097 en em gavas Maraş gant mistri o cheñch dizehan er bloavezhioù goude.
Distrujet e voe gant ur c'hren-douar e 1114 (40.000 marv).
E 1337 e teuas da vezañ kêrbenn ur beylik krouet gant ar sultan memlouk Nasır Nasıreddin Muhammed Bin Kalavun a-benn gwareziñ harzoù hanternoz e sultanelezh.
Aloubet e voe e 1515 gant an Otomaned ha staget ouzh o impalaeriezh e 1522.
Goude ar brezel-bed kentañ ha disrann an impalaeriezh otoman e voe Maraş el lodenn gouarnet gant Bro-Saoz da gentañ (adalek miz C'hwevrer 1919) ha Bro-C'hall da c'houde (adalek miz Here 1919). Ma ne voe kudenn ispisial ebet dindan gouarn berrbad ar Saozon ne voe ket memes tra dindan hini ar C'hallaoued rak ar re-se a harpas o galloud war an Armenianed diwar goust an Durked. Dieubet e voe Maraş diouzh an arme gall goude emgannoù drastus a badas eus an 21 a viz Genver 1920 betek an 11 a viz C'hwevrer 1920.