Kalvar Tregastell

kalvar lec'hiet e Tregastell

E bourk Tregastell, e Bro-Dreger, departamant Aodoù-an-Arvor, ez eus ur c'halvar a zo hep e bar e Breizh.
E 1872 e voe savet war dorgenn Krec'h Lest diwar intrudu an abad Boujet, a oa person e Tregastell etre 1866 ha 1877.

48° 48′ 24.41″ N, 3° 29′ 49.56″ W

Kalvar Tregastell e 2010

Istor kemmañ

Goude diskar ar Republik e 1872 en devoa santet an abad Boujet e oa ret difenn ar relijion ha stourm ouzh ar mennozhioù republikan gant doareoù nevez. Lakaat sevel ur c’halvar bras e Krec’h Lest war ur garreg c’hreunvaen nepell diouzh an iliz parrez a oa e soñj. Berniet e voe mein eus maner Kerlavos a oa kouezhet en e boull ha degaset reoù all eus ar mengleuzioù tro-war-dro ivez.
Pa vankas arc’hant d'an abad e ouias mont davet e bobl da zastum peadra da baeañ ar vein hag ar vicherourien, ha zoken e kredas mont betek prezidant ar Republik C'hall da c’houlenn digantañ reiñ un tamm arc’hant dezhañ da sevel ar c'halvar. Hemañ avat a reas goap outañ.(Daveoù a vank)

Deskrivadur kemmañ

Mein sec'h eo ar savadur, a zo ur chapel-gev-iliz gouestlet da Itron-Varia-an-Druez ; un hentig anvet  Hent ar Baradoz  a gas eus traoñ ar c’halvar d'e grec’h en ur droidellañ betek ar savenn m'emañ sichenn ur groaz vras e greunvaen Kersanton kizellet gant Yves Hernot an Henañ e Lannuon.
Meur a gustod zo : en unan emañ delwenn greunvaen ur c'houer daoulinet, ur bal en e zorn ; er su ez eus unan all m'emañ delwenn goad ar Galon-Sakr ; er c'hustodoù all emañ delwennoù sant Laorañs, sant Erwan ha sant Frañsez Zavier.

A-hed an hentig ez eus plakennoù engravet enne krennlavarioù ha komzoù a furnez e brezhoneg.

E traoñ ar savadur

Doue pinvîk en madelezh,
En-kreiz ar brasañ dienez,
Gant aluzen ar Vretoned,
En deus ar c'halvar-mañ savet.

En ur sevel gant diri ar c'halvar
  • Ur labourer a fe pehini a heuilh lezenn Doue ervat, a zo gwell evit an dud desket kaer ha glorus, pere a dremen o amzer holl o sellet ouzh ar stered hag a ankoua Doue hag o ine.
  • Ar mad kuzhet eo ar gwellañ. Ul lagad ‘zo a wel pep tra.
  • Petra ‘dalvezo d'an den gonit ar bed holl mar teu da goll e ine.
  • Doue da skañvao hon poanio evel re St-Laorañs war he c'hrilh pa lâre d'e vourev : "Poazh a-walc'h eo an tu-mañ ; tro a’noñ ha debr dioutañ."
  • Gwell eo diskiñ mabig bihan evit dastum mado dehañ.
  • Bugale Doue a dle bepred evel breudeur, en em garet.
  • Gra hirie ar vad a c'helli. Warc'hoazh marteze e varvi.
  • Ar gwenan a dastum mel, ar paour aluzenno. Roet aluzenno d'ar paour da gaout mel en neñvo.

Goude ma voe foeltret ar groaz e 1912 ne chomas nemet un tamm eus delwenn ar C'hrist, a voe lakaaet war unan eus ar pileroù a zo e-kichen dor chapel Santez Anna ar Roc'hoù, e Tregastell bepred

Levrlennadur kemmañ

  • Mazé, Emmanuel : Trégastel – Le passé retrouvé, Le Passé Retrouvé, 1994.