Mor Havren
(Adkaset eus Kanol Bristol)
Mor Havren eo an anv brezhonek, diwar skouer an anv kembraek Môr Hafren, a reer eus ar mor etre kreisteiz Kembre ha hanternoz Kernev-Veur, anezhañ aber ar stêr Hafren, hag a lavarer Bristol Channel anezhañ e saozneg.
Anv kozh
kemmañAber Henfelen eo anv Mor Havren er Mabinogi, e Branwen ferch Llŷr. Adkavout a reer an anv e Llyfr Taliesin hag en ur varzhoneg gant Cynddelw Brydydd Mawr.
Istor
kemmañGouzout a reer e veze treizhet gant menec'h Kembre (Paol Aorelian, Gweltaz, hag ar re all) da vont da avielañ Kernev-Veur a-raok mont da dreuziñ Mor Breizh. Eus o manati e Llanilltud Fawr e welent aod Kernev-Veur.
An inizi er Mor Hafren
kemmañ- Ynys Wair
- Ynys Echni
- Ynys Ronech (Steep Holm)
- Denny Island
- Seal's Rock
- Sully Island
- The Wolves
Levrlennadur
kemmañ- Ifor Williams, Pedeir Keinc y Mabinogi (Caerdydd, eil embannadur 1951). Er bajenn 215 e lenner un notenn gant Ifor Williams diwar-benn an anv Aber Henfelen.