Kanton Frozieg
Kanton Frozieg a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh, e departamant al Liger-Izelañ, e Bro-Raez, er c'hreisteiz d'al Liger.
Istor
kemmañ- Krouet e voe e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Pembo. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Pembo. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[1].
Kumunioù
kemmañKanton Frozieg a yae pemp kumun d'ober anezhañ :
- Frozieg, penn ar c'hanton,
- Gwagenez,
- Sainte-Opportune,
- Sant-Pêr-Raez,
- Sant-Widel-Skovrid.