Kanton Pondi (1790)
Krouet e voe Kanton Pondi e 1790[1]. Ur rann velestradurel ha lezvarnel hag ur bastell-vro dilenn eus Bann Pondi e departamant ar Mor-Bihan e oa. Pondi a oa e bennlec'h hag e gumun nemeti.
Dilamet e voe gant ar Goñvañsion e miz Even 1793 hag adsavet gant ar C'huzul-Ren hervez ar Vonreizh bet votet d'ar 26 a viz Here 1795. Brasaet e voe ar c'hanton dindan anv Kanton Pondi ivez[2], gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 290
- ↑ Cassini - EHESS - Pondi - Fichenn ar gumun