Kanton an Templ
Kanton an Templ a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh, e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
kemmañ- Krouet e voe Kanton an Templ gant Templ-Breizh en e benn e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Savenneg. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumunioù Templ-Breizh ha Gwinieg-Breizh e Kanton Sant-Stefan-Brengoloù[1],[2] ha kumun Kerwall e Kanton Savenneg[3].
Kumunioù (1790-1801)
kemmañKanton an Templ a yae teir c'humun d'ober anezhañ :
- Templ-Breizh, penn ar c'hanton,
- Gwinieg-Breizh,
- Kerwall.