Wikipedia zo skrivet e peurunvan. Pep pennad a vo laket e peurunvan, abred pe ziwezhat. 192.134.241.43 26 Du 2013 da 07:20 (UTC)Respont

Mersi braz doh, courajus-tre ê chom masket. Eürusamant mé bajenn din chomo dé vitchiénet 'vel meus c'hoant Jeannotin (kaozeal) 26 Du 2013 da 15:21 (UTC)Respont

Ilfinieg kemmañ

Demat dit. Pa cheñcher un titl evit ur pennad eo dav reiñ da c'houzout perak, dreist-holl pa'z eo evit degas mesk evel ma c'hoarvez bremañ gant an daolenn. Ul lec'h a-fetepañs a zo evit se war ar bajenn adenvel. Pa lakaer danvez eo ret reiñ daveoù evit prouiñ ar pezh a skriver. An daveoù-se a rank bezañ daveoù "diavaez", da lavaret eo skrivet er-maez eus ar Wikipedia. Ar re siriusañ eo ar re wellañ evel-just (levrioù, studiadennoù…), reiñ anv al levr, ar bajenn... Da skouer, skrivet 'teus e oa Ilfinieg war an harzoù etre an Osismied hag ar Goriosolited. Evit ma c'heloù eo ar c'hentañ gwech din klevet an dra-se, mat e vefe diskouez orin an ditour-se a ya a-enep ar pezh a vez lavaret gant an istorourien o deus pledet gant ar mare-se… A galon--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Gwe 2014 da 19:05 (UTC)Respont

N'ho poa ket gwelet ar pezh am boa skrivet deoc'h, pe n'ho peus ket dalc'het kont anezhañ. N'haller ket cheñch un titl hep reiñ an abeg, na reiñ dave ebet. Ouzhpenn-se em eus lakaet gerdarzhioù n'eont ket gant ar pezh ho peus meneget ha degaset hep dave. Adlakaet ganin an titl orin testeniet eta.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Her 2014 da 16:58 (UTC)Respont

Dao ! Unan all eskumunuget ! :-)--Prieladkozh (kaozeal) 6 Her 2014 da 17:59 (UTC)Respont

Displeget em boa plaen an traoù d'an implijer, lezet amzer gantañ da respont (4 sizhun) ha lezet em eus an traoù degaset gantañ war ar bajenn.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Her 2014 da 18:35 (UTC)Respont

192.134.241.43 = CRI Université Rennes 2 = Bianchi-Bihan. Kompren neb a c'hallo, pa vez berped é c'hourc'hemenn groñs ha dichek ma vo "sinet" o zraeù get an dud arall !

Digouêt é toud an efer-ma dre mé fôt, Trec'hlid mitonet 'neuz grêt petra oa ar guella, 'vitoñ. N'on ket intereset ga Wikipedia tchin. Komprennet 'meuz lar oa tchiet emzao skriv' e brezoneg, guelloh é skriv' e galleg ziwa-benn ar brezoneg. Mar 'peuz hoant de hoûd petra zoñjan deuz ar pez so 'tigoueo ba Breiz-Izel, lennët ar Forom Babel ! Jeannotin (kaozeal) 6 Her 2014 da 19:14 (UTC)Respont