Kaozeadenn Implijer:Neal/Diell 6

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Kastilha
Diell Ul lodenn eus ur gaozeadenn bet diellaouet eo an destenn-mañ. Mar fell dit respont da dra pe dra skrivet amañ e ranki hen ober war ar bajenn gaozeal pennañ stag outañ.

Neal, diaes-tre eo evidon da implijout wikipedia. e barzh ma fennad diwar benn marguerite duras, choazet 'meus Indochin benn ar finn e-genver geriadur bras francis favereau. chouchenn

Nigeria

kemmañ
  • Graet az peus bet gant ar stumm Nijeria en da bennadoù diwar-benn ar yezhoù. Nigeria eo a gaver gant an Here, geriadurioù Roparz Hemon hag ar c'helaouennoù brezhonek dre vras. Da'm soñj e vefe kenkoulz derc'hel d'ar stumm gant g. Memes mod evit anv ar stêr hag ar Stad Niger. --Fulup 29 Gen 2006 da 10:00 (UTC)Respont
kemmet e vo pa'm bo amzer - nemet e fellfe dit hen ober a-raok :-)) --Neal 29 Gen 2006 da 11:38 (UTC)Respont

mat eo :-) ha penaos e vez graet eus an Autorité Nationale de Palestine e brezhoneg? Neal 21 C'hwe 2006 da 07:01 (UTC)Respont

Palestina

kemmañ

Bangalore-Bengalüru-Bengalour

kemmañ

Trugarez evit da evezhiadenn da gentañ dwb Bangalore. Merzhet em eus dre-se e oa ur vi-koukoug e titl ar pennad. Ur meskaj em boa graet etre an daou stumm, an hini ofisiel - Bangalore - eus un tu hag an hini a zo sañset dont da vezañ ofisiel e dibenn 2006 d'egile, Bengalüru pe Bengaluuru, hervez yezh ar vro. Ya perak ket ober gant ar stumm brezhonekaet Bengalour ? N'on ket a-enep nemet evit abegoù pleutrek : 1. Hag-eñ ne vefe ket diesoc'h adkavout ar pennad ma ez lakaet ar stumm brezhonekaet da dilt ar pennad ? 2. Ar braz eus ar pennadoù er yezhoù all o deus dalc'het ar stumm Bangalore da bennger.-- Matilin 12 Meu 2006 da 11:24 (UTC)Respont

Atena, Aten

kemmañ

Kav din un abeg evit lakaat Aten e-lec'h Atena.Bianchi-Bihan 21 Ebr 2006 da 16:53 (UTC)Respont

a-wezhoù e vez respontet un tammig re war ar prim hep prderiata re a-benn goût hag-eñ eo bet komprenet mat ganit ar pezh a oa bet lâret gtant ar re all, ne gav ket dit? n'em eus ket da gavout abeg ebet evit ober gant ar stumm Aten kentoc'h evit ur stumm all, n'em eus difennet nag an eil stumm nag egile (d.s. Atenas) - ouzhpenn-se, e gwirionez e ranken lâret e savfen a-du kentoc'h gant Atena, m'enfin se 'zo un afer all. ar pezh am boa lâret eo e rankfer diverkañ ar pennad berrañ. marteze e vije bet sklaeroc'h lâret enteuziñ. kinniget am boa adkas Atenas na Aten nemet war digarez m'emañ hiroc'h an eil pennad evit egile (dre vras e vez graet evel-se pa reer war dro pennadoù doubl). ma 'teus c'hoant labourat war treuzskrivañ ar gresianeg (a-vremañ) e vefen a-du da sikour, met gant ma vo graet gant un tammig spered pozitivel...--Neal 21 Ebr 2006 da 17:01 (UTC)Respont

Kompren a ran n'eo ket "pozitivel" a-walc'h dit-te spered ar pennadoù am eus skrivet.Bianchi-Bihan 22 Ebr 2006 da 08:08 (UTC)Respont
ha kemendall am eus lâret (pe kentoc'h skrivet)? n'eo ket 'ta - o kaozeal e oan diwar-benn an eskemmoù kenetrezomp-ni ha n'eo ket diwar-benn ar pennadoù bet savet ganez.--Neal 22 Ebr 2006 da 11:57 (UTC)Respont

Ukraina

kemmañ

Salud. Geriadur "An Here" a ra gant Ukraina. A galon. Klaod.Kadbzh 13 Her 2006 da 14:49 (UTC)Respont

Ukraina eo anv ar vro-se a-vremañ ez-ofisiel desavet war ar stumm ukraineg. ma'ch eo gwir eo Ukraina an hini a oa bet hec'h anv e ukraineg da vare an RSS e vefe anavezet kentoc'h er bed a-bezh diouzh hec'h anv hervez ar stumm rusek Ukrania. E galizeg, da skouer, e ranker ober gant Ucraína evit ar vro a-vremañ met kentoc'h gant Ucrania evit ar RSS rak d'ar mare-se e oa kenofisiel eno ken ar ruseg hag an ukraineg ha pouezañ a rae muic'h ar ruseg evit ar yezhoù all. Heñvel a c'hoarvezh ivez gant Kyiv kv. Kiev. Gant an Here sur-mat e kaver ar stumm Kambodia evit ar vro a-vremañ, met evit ober d'ave d'ar republik sokialour e ranker implijout kentoc'h an anv Kampuchea, ofisiel d'ar mare-se.--Neal 13 Her 2006 da 14:55 (UTC)OK, sturier meur :-)))Kadbzh 13 Her 2006 da 15:23 (UTC)Respont

Tibet

kemmañ

'Rez ket biloù. Kudenn ebet Benoni 15 Her 2006 da 22:57 (UTC)Respont

Distagadur

kemmañ

Me 'gav din eo talvoudus reiñ distagadur an anvioù estren, un elfenn holloueziadurel eo. Pet brezhoneger a oar eo arabat distagañ an "s" en Illinois pe en Arkansas da skouer? Ha Dún Laoghaire ha Cill Mhantáin, penaos 'vez lâret se? anez kaozeal eus "Troyes" ha "Gers" e Bro-C'hall. Rognogno 10 Du 2006 da 12:36 (UTC)Respont

mat eo. laket e vo en-dro. ne vefe ket fall ivez lakaat penaos e vez distaget e spagnoleg ivez... ha ya 'hat, evidon e vefe mat-kenañ ma c'hellfe unan bennaket mont da lakaat penaos e vez distaget anvioù-lec'h Iwerzhon en iwerzhoneg.--Neal 10 Du 2006 da 12:40 (UTC)Respont

St Erth / Lannudhno

kemmañ

Daou lec'h disheñvel eo Lannudhno (saozneg: St Erth), bourk ar gumun, ha Lannudhno Pras (saozneg: St Erth Praze), unan eus kêriadennoù parrez Lannudhno. A galon, --J. Pokorny 20 Kzu 2006 da 18:07 (UTC)Respont

Gracinhas.Bianchi-Bihan 21 Kzu 2006 da 18:01 (UTC)Respont

St Neot

kemmañ

Je regrette, mais je ne suis pas certain du forme cornique de ce toponyme. Les noms de ce genre ont tendance à être déformés un peu en cornique commun (Kemmyn)... QuartierLatin1968 30 Kzu 2006 da 21:44 (UTC)Respont

An anv stêr Gwilen

kemmañ

Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma oas savet a-du gant ar cheñchamant Gwilen > Gwilun e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [1]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:19 (UTC)Respont

Kastilha

kemmañ

Petra 'soñjez? [[2]] Bianchi-Bihan 28 Gou 2008 da 09:16 (UTC)Respont

Ha [[3]]? Bianchi-Bihan 28 Gou 2008 da 09:27 (UTC)Respont
 
respontet
respontet war da bajenn-gaozeal. Neal (Kaozeal) 28 Gou 2008 da 14:00 (UTC)Respont

kaozeadenn db ar Stadoù

kemmañ

Aze ez eus peadra da lenn 'at. dedennus eo da evezhiadennoù. A-du emaon gant lod. Da skouer evit implij c/k hag evit an arouezennoù diakritek.--Kadwalan 12 Gwe 2007 da 15:00 (UTC)Respont

Evrog Nevez

kemmañ

Daoust hag-eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell war ar pennad Evrog Nevez? Un ijinadenn eo seurt anv evit ober gant New York e brezhoneg. N'eus abeg ebet kaout seurt pennad war wikipedia. Rufus avat a ra ur brezel embann tro-dro d'ar pennad-mañ. Trugarez,  Benoni (Kaozeadenn) 11 Gwe 2007 da 08:21 (UTC)Respont

Patromoù Kumunioù Euskal Herria

kemmañ

Ne gomprenan ket perak e lakaez "kumunioù Gipuzkoa" (da skoer) war ar pennad db ar broviñs. Bianchi-Bihan 2 Her 2007 da 16:24 (UTC)Respont

evit gallout lec'hioù ar c'humunioù er Broviñs-se. ret e vo sevel ur patrom da heul ennañ holl Broviñsoù Euskal Herria. Ha kumunioù int d'an nebeutañ?

Neal (Kaozeal) 2 Her 2007 da 16:29 (UTC)Respont

Mat eo. Diwall: udb a-dreuz gant patrom kumunioù Zuberoa. Bianchi-Bihan 2 Her 2007 da 16:35 (UTC)Respont
Petra resis? Neal (Kaozeal) 2 Her 2007 da 16:36 (UTC)Respont
Mat eo bremañ. Bianchi-Bihan 2 Her 2007 da 16:39 (UTC)Respont
Trugarez Neal (Kaozeal) 2 Her 2007 da 16:41 (UTC)Respont

Patromoù

kemmañ

Peogwir emaout gant "patromoù" ar 7 proviñs, ne vije ket poent ober udb evit an 300 pennad db mojennoù Hellaz? Tamm mall ebet evel just hag evel boaz. Bianchi-Bihan 2 Her 2007 da 17:15 (UTC)Respont

Ne oa ket hennezh unan eus daouzek trevell Herakles  ?! Neal (Kaozeal) 2 Her 2007 da 17:39 (UTC)Respont

Belgia

kemmañ

Demat. N'ouzon ket re penaos lodenniñ an traoù àr tachenn ar rannoù melestradurel eus Belgia: kumunioù a zo, lod anezhe "kêrioù" ez ofisiel (un titl eo!), ha strollet ez eus bet ur bern kumunioù a-wezharall e-barzh kumunioù a-vremañ. Gwir eo n'am eus ket sellet doc'h ar pezh a zo bet dibabet er Wikioù gallek hag izelvroek. A galon. Klaod. Kadbzh 29 Her 2007 da 08:56 (UTC)Respont


Ruz

kemmañ

"Tuva" pe "Touva"? A galon. Klaod. Kadbzh 22 Ebr 2008 da 16:04 (UTC)Respont

N'on ket gwall sur e gwirionez - graet em boa gant ar stumm-se poegwir eo henenzh ar stumm bet implijet evit sevel pennad dija (marteze ganin-me ma-unan - n'em eus ket re soñj ken), met ur fazi e c'hell ebzañ sur. Sur on ne vez ket distaget ar vogalenn /y/ evel ar brezhoneg <u> met n'on ket gwall sur all hag-eñ e vefe da vezañ distaget /u/ evel e brezhoneg <ou> e tuvaeg...

tuvaeg: "Tьвa" (hervez Tuvan People's Republic (wiki e saozneg) pe "Тыва" (hervez Tuva (wiki e saozneg) o c'hoût: kirillek: ы = /ɨ/ pe /ɯ/, kv. turkeg <ı>, tostoc'h ouzh ar brezhoneg <eu>...
ruseg: "Тува", o c'hoût: kirillek: у = /u/

A galon, Neal (Kaozeal) 22 Ebr 2008 da 16:23 (UTC)Respont

Distreiñ da bajenn an "implijer".