Kaozeadenn Patrom:Infobox Kanton gall
Bro-C'hall eo anv ar riez hervez pennad wikipedia. N'emañ ket Donibane Garazi en Euskadi, hervez pennad wikipedia, met en Euskal Herria. Bianchi-Bihan 25 Meu 2010 da 11:50 (UTC)
- Mat eo din heuliañ divizoù Wikipedia. Ret e vo renkañ ar gudenn Frañs/Bro-C'hall gant un diviz hag ur votadeg da heul. Mar bez divizet ober gant Bro-C'hall, ne vo ket diaes kemmañ ar patrom. Da c'hortoz e kavan furoc'h lezel Frañs a zo bet implijet er patrom abaoe 2005.
- Hervez Geriadur An Here, 2001, p. 1435, ez eo Euskadi anv brezhonek Euskal Herria. Piv en deus divizet e vefe graet Euskal Herria eus Euskadi e brezhoneg bremañ ?
- --Yun (kaozeal) 25 Meu 2010 da 14:59 (UTC)
- Kalz a draoù a vefe da lavarout diwar-benn kement kraf meneget, hep o meskañ.
- Naturel eo en em gavout dirak meur a ziskoulm da gement kudenn a sav, ha gwelloc'h kemer amzer dirak pep hini. Gwelloc'h e ve chom hep ober dibaboù disheñvel diouzh re ar vrezhonegerien dre vras, met n'haller ket mirout atav ouzh dibaboù kontrol, da skouer geografiezh ha douaroniezh. En un doare personel e kavan fur heuliañ hengoun istorel ar yezh : degemer kement stumm a zo, ha dibab labous ne dle ket mont betek skarzhañ ar ger evn.
- Dibab ar ger Euskadi en degouezh-mañ, a gavan, zo un tamm evel dibab Kalaikia evit Galiza. N'haller ket chom gant dibab 2001 An Here ma kaver abeg ennañ, pe hini Vallée e 1927, hag abeg a gavan en daou. Me 'gav gwelloc'h ober hervez doare tud ar vro a ra un tamm kemm etre an daou. Displeget eo ar c'hemm entrede er pennadoù. Ma n'eo ket sklaer on prest da vont da sklaeraat.
- Daou soñj kontrol hon eus, c'hoarvezet eo dija er wikipedia, n'eo ket ur gwall afer. D'ar re all da lavarout o soñj ivez.
- Fur e kavan mont da-heul ar re a oar eus petra emaint o komz pa gomzont eus o bro. Neuze, d'az koulenn Piv en deus divizet e vefe graet Euskal Herria eus Euskadi e brezhoneg bremañ ? e rankan respont e kav din n'eo ket savet mat ar goulenn. Ret e vije goulenn, hervezon, Piv en deus divizet e vefe graet Euskal Herria eus ar pezh a vez anvet Euskadi e brezhoneg gant lod abaoe ar bloavezhioù 1970? Neuze e c'hallan respont: an Euskaltzaindia.
- Kement-se ne vir ket eo ret ober anv eus ster ledan ar ger Euskadi, a zo Bro-Euskara e geriadur Frañsez Vallée, ha Bro-Vask gant tud all c'hoazh.
- Kemmañ a ra anvioù broioù zo ha kêrioù zo, Siam ha Tailand, Bombay ha Mumbai, hag eus se ivez eo ret derc'hel kont en holloueziadur. Bianchi-Bihan 25 Meu 2010 da 15:46 (UTC)
Doare kenlabourat
kemmañKompren a ran e kavfe Bianchi-Bihan aesoc'h cheñch ar patrom ha lakaat ar pezh a blij dezhañ kentoc'h eget aozañ un diviz hag ur votadeg evit kaout un emglev, met n'eo ket evel se e vez graet e Wikipedia. Lakaat a ran en-dro ar ger Frañs a oa e-barzh kantadoù a bennadoù, lod abaoe 2005, da c'hortoz un emglev e kumuniezh ar Wikipedia brezhonek. --Yun (kaozeal) 1 Ebr 2010 da 16:40 (UTC)
- Iskis e kavan komz eus kenlabour hep goulenn ali ar re all, ali an dornad tud zo bet o labourat war-dro kantonioù Breizh pe ar re all da gentañ-penn: koulskoude, n'omp ket ken niverus-se.
- Iskis e kavan tamall d'un den bezañ graet pezh a zo diazez wikipedia: kemmañ ar pennadoù. Rak kemmañ zo aotreet da bep hini, din da c'houzout, ha dreist-holl keit ha ma n'eus ket emglev ebet evit enebiñ (gwelout an istorioù db Kalaikia/Galiza, lec'hienn/load, ha me 'oar). Marteze em eus graet ur c'hemm displijus da unan bennak, marteze e-lec'h gwellaat em eus graet ur fazi bennak (a zo bet poanius da reizhañ, ec'h on sur) met netra difennet. Nemet, evel-just, e teufe ur merour bennak, en un doare neptu, da zisplegañ din pelec'h e oa ma zorfed.
- A-hend-all n'on ket bet o welout e-barzh ar c'hantadoù a bennadoù a rez un damveneg anezhe ha n'anavezan ket (ouzhpenn 30 000 pennad zo), ha setu ne glaskan heuliañ nemet ar 5000 bennak (n'em eus ket soñj eus an niver resis) am eus krouet hag a fell din derc'hel kempenn muiañ ma c'hallin, kantonioù gall Euskal Herria evel ar re all.
- Trawalc'h a labour a ran war ar pennadoù (pemp nevez bemdez pa c'hallan), leuskel a ran plijadur an aozañ votadegoù gant ar re zo bet anvet evit se: ar verourien. Bianchi-Bihan 1 Ebr 2010 da 17:19 (UTC)
- Gwir eo ez eo aotreet pep hini da gemm neb pennad a fell dezhañ, met pa 'z eus un diviz eus ar seurt eo furoc'h gortoz e vefe bet graet un dibab evit kemmañ ar pennadoù. Mod all e krog emgannoù kemmañ/disteurel hag all (sk:Alan Stivell).
- Ma 'z eus ezhomm e vo tu DA aozañ ur votadeg diwar-benn an diviz Frañs/Bro-C'hall, kavout a ra din ez eus bet komz eus ar sujed-se e meur a lec'h dija. Alioù all a vefe ? --Y-M D (kaozeal) 2 Ebr 2010 da 06:51 (UTC)
- Ezhomm zo da glask un emglev e-touez kenlabourerien Wikipedia diwar-benn ar gerioù Frañs ha Bro-C'hall. Anez e c'hallo an eil pe egile degas kemmoù en traoù bet skrivet gant tud all, hep splet ebet. Gellout a rafed ivez lakaat ar gaoz war ar ger "riez" implijet er patrom-se, pa ne gav ket din e rafe an holl gant ar ger-se. --Llydawr 2 Ebr 2010 da 10:30 (UTC)
Furoc'h gortoz
kemmañFeiz, peogwir e lennan 'met pa 'z eus un diviz eus ar seurt eo furoc'h gortoz e vefe bet graet un dibab evit kemmañ ar pennadoù, ez eo furoc'h diwar vremañ
- chom hep lakaat an inbox da c'hortoz an diviz, un dra a vo addispleget sklaer diouzh ret moarvat,
- tennañ an infobox a zo aet da gemmañ an holl bennadoù, hep divizout gant ar saverien pennadoù, hervez doare-labourat wikipedia.
Bianchi-Bihan 2 Ebr 2010 da 07:58 (UTC)
- Gra. --Yun (kaozeal) 3 Ebr 2010 da 05:15 (UTC)
- Ne rin ket, rak kontrol d'ar pezh a c'hallfes soñjal n'on ket gwall nec'het gant an traoù-se. Ne raen nemet tennañ ur gentel splan eus diskleriadur hon merour, da welout pegen fur e vije kavet gant lod ha pegen buan e vije lakaet da dalvezout gant lod all. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2010 da 05:22 (UTC)