Kaozeadenn Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Ebrel 2022
Kabalerezh
kemmañKrog eo ar c'habalerezh : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AKumuniezh%2Fvotadeg_evit_merourien_Ebrel_2022&type=revision&diff=1983113&oldid=1983103 Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Meu 2022 da 10:54 (UTC)
- Goulennet am eus ouzh ar verourien hollek teurel evezh. A-benn nebeut ne vo ket ezhomm ken mont da gerc’hat anezho, moarvat. Huñvreüs (kaozeal) 30 Meu 2022 da 11:30 (UTC)
- Efedus int 😁. Gwarezet eo bet ar bajenn evit ur miz, ne c’hello ket an IPoù kemm anezhi ken (ha n’o deus abeg ebet d’hen ober). Huñvreüs (kaozeal) 30 Meu 2022 da 11:40 (UTC)
- Ne gredan ket o defe ezhomm da gaout abeg ebet d'ober pezh a reont atav. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Meu 2022 da 13:14 (UTC)
- Efedus int 😁. Gwarezet eo bet ar bajenn evit ur miz, ne c’hello ket an IPoù kemm anezhi ken (ha n’o deus abeg ebet d’hen ober). Huñvreüs (kaozeal) 30 Meu 2022 da 11:40 (UTC)
Margodenniñ
kemmañTamalloù margodenniñ ez eus bet. Degas a ran d’ho soñj eo difennet votiñ muioc’h evit ur wech. Gallout a ra ar stewarded klask gouzout hag-eñ en-deus ar memes den implijet muioc’h evit ur gont, benvegoù a zo dezho evit hen ober, hag e ront pa vez goulennet outo evit un abeg mat. Huñvreüs (kaozeal) 30 Meu 2022 da 11:35 (UTC)
Gwirioù merañ an etrefas
kemmañKinnig a ran reiñ d’ar verourien nevez gwirioù merañ an etrefas, da lavarout eo, kemm restroù Javascript ha CSS hollek ar wiki. Evit poent ne c’hell den ebet hen ober. Tennet eo bet ar gwirioù-se gant pennoù bras Wikimedia eus re ar verourien un nebeut bloavezhioù zo (e 2018, war a seblant), ha mat eo evit ar wikioù bras peogwir o deus kalz merourien, evit ar re vihan ne lavaran ket. Ma n’eus den ebet a-enep, n’eus nemet kemm pajenn ar votadeg (a-raok ar 1añ a viz Ebrel, evel-just) evit ouzhpennañ kement-se. Huñvreüs (kaozeal) 30 Meu 2022 da 15:12 (UTC)
- A-du, ma vez merourien barrek d'ober war-dro seurt traoù. Me n'on ket 'hat ! -- Lekemok (kaozeal) 30 Meu 2022 da 19:27 (UTC)
- Labouret am eus gant restroù eus ar seurt-se. N’eo ket alies e ranker kemm anezho met ne gavan ket yac’h chom hep gallout hen ober. Huñvreüs (kaozeal) 31 Meu 2022 da 09:58 (UTC)
- Huñvreüs : mennozh mat. N’eo vo ket d'ezhomm alies met mat e vefe da gaout ar gwirioù-mañ. Merour etrefas n'eo ket nemet evit an etrefas hollek met evit ar bitrakoù ivez (s.o. Dibar:Penndibaboù#mw-prefsection-gadgets), setu perak e lâran merour etrefas ha pas merour an etrefas ;) A galon, VIGNERON (kaozeal) 2 Ebr 2022 da 06:55 (UTC)
- Labouret am eus gant restroù eus ar seurt-se. N’eo ket alies e ranker kemm anezho met ne gavan ket yac’h chom hep gallout hen ober. Huñvreüs (kaozeal) 31 Meu 2022 da 09:58 (UTC)
Digor ar votadeg
kemmañDigoret 'meus ar votadeg, e-pad eizhtez. -- Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 07:03 (UTC)
Pet merour?
kemmañPet merour a vo anvet? 3? 2? 1? hepken? Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 12:55 (UTC)
- Bianchi-Bihan skrivet eo :
Evit dont da vezañ merour e ranker:
- Tapout 5 mouezh a-du d'an nebeutañ;
- Tizhout d'an nebeutañ 75% eus ar mouezhioù pozitivel (da lâret eo hep kontañ nag ar mouezhioù a-enep nag ar re neptu)
- Neuze 4, 3, 2, 1, 0 hervez an disoc'hoù.
- A galon, VIGNERON (kaozeal) 7 Ebr 2022 da 18:01 (UTC)
Echu eo ar votadeg
kemmañGoulennet am eus ouzh ar stewarded reiñ ar gwirioù. Huñvreüs (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 04:48 (UTC)
- Great eo bet evidon. @Lekemok: ha @VIGNERON: Merourien oc'h, ezhomm ho peus eus an dilesadur div-elfenn evit bezañ lakaet da verourien etrefas. Huñvreüs (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 11:22 (UTC)
- Bennozh dit evit da sikour @Huñvreüs:, graet eo eus va zu. -- Lekemok (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 12:29 (UTC)