Kaozeal:Ac'hilleus
Anv 'zo er penand-mañ eus "Tetis". Ret e vefe sklaeraat hag-eñ e ra dave da Thetis pe da Tethys. Trugarez. --Neal (Kaozeal) 29 Mez 2007 da 08:56 (UTC)
N'on ket enep menegiñ ar stumm Ac'hilleüs kerkent ha ma vo testeniekaet tu bennak evel-just. Da c'hortoz e kavan gwell tennañ. Bianchi-Bihan 1 Gou 2007 da 17:20 (UTC)
- Marteze e vije bet gwell kaozeal a-raok kemmañ anv ar bajenn. N'em eus netra enep Ac'hilleüs. Met Ac'hilleus zo fall a dra sur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Mae 2015 da 20:38 (UTC)
- Pegañ a ran amañ ar pezh am boa skrivet dija e Kaozeal:Oidipous :
"Perak an Oidipoüs-se ? Daoust ma n'ouzomp ket re vat penaos e veze distaget ar gregach en Henamzer, bez' ez eus un emglev evit sellout ouzh "ou" pe "eu" (e "Prometheus" da skouer) e-giz diftongennoù : abeg ebet da ginnig an diairezenn. War ar poent-se, ar pennad Distagadur erasmek ne lavar netra, met sklaer eo ar pennad saoznek liammet. Setu gwelloc'h d'am soñj lemel kuit an Oidipoüs-se (hag er memes mod adwelet ar pennad Prometheüs)… Po'low (kaozeal) 5 Mez 2014 da 09:11 (UTC)"
Po'low (kaozeal) 8 Mae 2015 da 16:31 (UTC)
- N'in ket da arguzenniñ war un dachenn ha n'anavezan ket. Kavout 'ra din e oa kempoell ar sistem, implijet en holl bennadoù gant eüs hag oûs (ha me gred int niverus), savet gant Neal (hag a ouie un tamm gregach), ha setu diskaret ar c'hempouez-se. Netra ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Mae 2015 da 16:49 (UTC)
- Un c'hendiviz a oa bet votet meur a vloaz 'zo gant ar gumuniezh war ar c'hraf-se : amañ. --Yun (kaozeal) 9 Mae 2015 da 09:25 (UTC)
An anv : Ac'hilleus zo fazius
kemmañAc'hilleus zo fazius. Ac'hilleüs a ve reishoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Gou 2017 da 17:43 (UTC)