Kaozeal:Afghanistan

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Pe abeg zo da skrivañ Afghanistan e-lec'h Afganistan, pa vez skrivet Kanada, e-lec'h Canada, ha Pariz e-lec'h Paris? Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Du 2021 da 17:39 (UTC)Respont

Ma, افغانستان eo anv ar vro, distaget [afɣɑnɪstɑn] e yezh ar vro ; dre Afġānestān e vez treuzskrivet, /ġ/ oc'h aroueziañ ar soniad /ɣ/ a zo un /r/ rizet (evel e Paris distaget eno) ; dre <gh> e veze aroueziet ar soniad-se gwechall, evel en anv Maghreb.
Ur fazi e vije skrivañ *Afganistan neuze, evel ma'z eo faziek distagañ Maghreb evel "Magreb" ! — Ar choler (kaozeal) 16 Du 2021 da 18:04 (UTC)Respont
N'eus ket a "c" nag a "qu" e brezhoneg, sede perak e skriver Kanada hag Amerika. N'eus ket a "x" e brezhoneg, setu perak e skriver Mec'hiko ha n'eo ket Mexico. N'eus ket a "gh" e brezhoneg ivez, neuze abeg ebet da skrivañ Aghanistan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Du 2021 da 18:29 (UTC)Respont
Nemet e klasker dre "K" ha "C'H" reiñ da glevout ar son a zere. Ma toujer d'ar reolenn-se e vefe "Afranistan" anv skrivet ar vro, ha neket da "Afganistan" gallek.--2A01:CB08:890E:C600:85F5:DB07:CA30:6131 16 Du 2021 da 19:01 (UTC)Respont

« N'eus ket a "gh" e brezhoneg ivez, neuze abeg ebet da skrivañ Afghanistan », emezañ : 17 pennad o zitl o kregiñ gant Gh zo er Wikipedia brezhoneg --2A01:CB08:890E:C600:3504:9D48:B7F0:CC1B 3 Kzu 2021 da 14:26 (UTC)Respont

N'eus na "TH" na <X> e brezhoneg ivez met ar memes den a skriv ur pennadig Edith a Wessex, kerzh da gompren ! --2A01:CB08:890E:C600:F98E:2AD2:C2B:4FB7 4 Kzu 2021 da 14:39 (UTC)Respont
Marteze e vefe mat dit, aotrou 2A01:CB08:890E:C600:85F5:DB07:CA30:6131|2A01:CB08:890E:C600:85F5:DB07:CA30:6131 ober ar c'hemm etre anvioù tud hag anvioù broioù. Amañ e skriver Kalifornia, Kolombia, ha Kuba, evit ober gant KLTG, ha ne glot ket gant Afghanistan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Kzu 2021 da 19:21 (UTC)Respont
Pennlizherenn en Aotrou pa skriver war-eeun d'an den, Aotrou « Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan » :D.
Un niverenn n'eo ket un den, aotrou. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2021 da 10:55 (UTC)Respont

Hag evit anvioù ar broioù hepken e talvezfe peurunvan da reolenn ? Ret eo skrivañ Kolombia met Costa Rica ? Doujañ da anvioù ar stadoù hepken zo ret ? Ken kamm ha da vrezhoneg eo da arguzenn : ganit e oa bet skrivet Costa Rica (2 wech "C") e 2008. A-hend-all, kalz anvioù-lec'h C- zo er Wikipedia-mañ, ha gant gwir abeg. Kae 'ta da gontañ pet zo er pajennoù a grog gant Ca- betek Cu- ; pet zo bet dozvet ganit ? 92.162.187.192 4 Kzu 2021 da 20:41 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Afghanistan".