Kaozeal:Antibiotik
Evezhiadenn diwezhañ: 4 bloaz zo gant 2.14.182.45 e kaozeadenn poreadur kurdiat
Hervez Ofis ar Brezhoneg ha geriadur nevez Al Liamm eo kinniget Bevastaler evit ar ger "Antibiotique". Din-me e seblant bezañ reishoc'h ober gant gerioù brezhoneg eget gant reoù henc'hresianeg. Tud a sav a-enep adenvel ar pennad-mañ ? --Belvar (kaozeal) 17 C'hwe 2016 da 15:39 (UTC)
- Demat, Sed amañ dindan ar pezh a ginnig TermOfis e gwirionez :
- antibiotique | bevastaler, antibiotik | g., g. | bevastalerioù, antibiotikoù (étudié)
- A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 C'hwe 2016 da 15:54 (UTC)
- Salut deoc'h, anatoc'h e seblant din bezañ ar ger antibiotik. Ar memes ger eo ivez e saozneg, alamaneg, kastilhaneg, galisianek, ha kalz yezhoù all... Perak ober gant gerioù na vint ket komprenet gant an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien? Brav eo klask ober gant gerioù savet diwar gwrizioù brezhoneg, met ma ne vezont ket implijet na komprenet gant ar vrezhonegerien ez int didalvoud d'am menoz. --LapinSpluj (kaozeal) 18 C'hwe 2016 da 10:13 (UTC)
- Hep ankouaat ar ger Enebbev a gaver e Dictionnaire classique français-breton gant Reun ar Glev (levrenn I, 1983, pajenn 115b)...--Prieladkozh (kaozeal) 18 C'hwe 2016 da 10:34 (UTC)
- Re wir, den ebed ne implij moioù ken digomprenapl 'vel bev pe astal, diastal. DEN EBED! BREZHONEG LANGAJ BIOTANT! 2.14.48.153 19 Meu 2020 da 09:05 (UTC)
- Darn zo "bio", ha te zo anti bio? Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Meu 2020 da 09:15 (UTC)
- Salut deoc'h, anatoc'h e seblant din bezañ ar ger antibiotik. Ar memes ger eo ivez e saozneg, alamaneg, kastilhaneg, galisianek, ha kalz yezhoù all... Perak ober gant gerioù na vint ket komprenet gant an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien? Brav eo klask ober gant gerioù savet diwar gwrizioù brezhoneg, met ma ne vezont ket implijet na komprenet gant ar vrezhonegerien ez int didalvoud d'am menoz. --LapinSpluj (kaozeal) 18 C'hwe 2016 da 10:13 (UTC)
poreadur kurdiat
kemmañLakaet em eus ar bomm chimik digomprenadus poreadur kurdiat e-lec'h ar bomm diwaneg etrevroadel infektadur nosokomial, validet gant an Education Nationale ha komprenet gant tout an dud. Evel just, pore, kur ha ti zo gerioù nevez flamm, savet gant Preder evit lazhañ brezhoneg yac'h ar bobl. 2.14.182.45 19 Meu 2020 da 10:00 (UTC)